Soñjoù ur vamm
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Ur vamm, war gavell he c’hrouadur,
He c’hrouadurig, a oe pignet ;
Hi her selle gant plijadur :
« Brav eo, ’mezi, ’vel an aeled. »
Digor a ra e zaoulagad,
E zaoulagad, ha bras ha du,
Heñvel a-gerzh diouzh re e dad :
’Vel e dad, emañ gwenn ha ruz.
’Vel e dad, ma mab am c’haro ;
Evel e dad, m’her c’har ivez.
Oh ! Narenn, ne vo ket er vro
M[a]ouez ken eürus ’vel ma vin-me.
A pa y-in d’an iliz d’an hañv,
Ma mab war ma brec’h me ’zougo :
Kaeroc’h, a lâro pep-unan,
Krouadur, n’en deus bet na ne vo.
M’hel lak’ dindan gouarn ar Werc’hez ;
Dalbezh e vo gwisket e gwenn.
Kentoc’h ’vel ma kerzho, lies
M’hen degaso d’an oferenn.
Pa vo bras, m’hel lako er skol,
Er skol ’vit deskin al latin.
Hen a zesko mui ’vit an holl ;
Ha me y-ay ’vit her c’huruniñ.
Gantañ, a pa y-in da vale,
Me ’harpo ma brec’h war e vrec’h* ; [W vréh]
An eil a lâro d’egile :
Mamm an den yaouank e hounnezh* ! [W honneh]