da’m c’hoar

    Ton : ne oan nemet daouzek vloaz

  Ha soñj ac’h eus-te, ma c’hoar, eus hor bugaleaj* ?     [W bugaléah] 
Ne’m eus ket me ankouaet an amzer-se biskoazh*.     [W biskoah]

  Ne anavemp tra er bed nemet hon enezenn,
Ha ne ouiemp tra ebet ’met lâret hor pedenn ;

  Hor pedenn e brezhoneg, da noz ha da vintin,
Hon daouarnigoù o pleg ha ni war hon daoulin.

  D’hor soñj, ne oe tra er bed ken kaer ’vel hon iliz ;
Ha chapelig an Itron dreist pep tra oe d’hor giz ;

  Chapelig an Itronez, e pelec’h e weler
Ur vamm gant he c’hrouadurig, en he dorn ur rozer.

  – Ha soñj ac’h eus-te, ma c’hoar, pa y-aemp hon-daou kevret,
Gant mamm, da Santez-Anna, ar santez benniget.

  Mamm, daou viz kent, a lâre : ya, mar karit sentiñ,
Me ’breno deoc’h botoù ler ha m’ho kaso ganin ;

  Ganin da Santez-Anna, da bediñ ’vit ho tad.
– Oh ! Ya, sentus a vefomp hag oberus, mamm vat.

  – Ha soñj ac’h eus-te, ma c’hoar, eus hor moereb Yannig ?
Pa lâre deomp istorioù, mut ’oemp, ne sonemp grik.

  Hi a gomze eus ur c’harr, eus ur c’harr leun a dan,
A dreuze, da noz, ar vro, ha warnezhañ Satan !

  Komziñ a rae eus ar re a y-a ’vit fall ober,
Pep sadorn-noz war ar mor, harpet war o danter.

  – Pa’z ae an hañv e tebremp e-tal an nor hor c’hoan :
Evit staliñ hor predig, n’hor boe ket kalz a boan.

  Ur maen hor boe ’vit kador, evit taol hon daoulin ;
Ha laezh dous gwennoc’h ’vit erc’h a evemp e-lec’h gwin.

  – Soñj ac’h eus-te eus ar brud, eus ar brudig dister,
A save a dal pep dor penn d’ar benn eus ar gêr [?]

  C’hoarzhin a raemp a galon, oh ! ya, a galon vat ;
Ha, kent monet da gousket, e pedemp Doue hon tad.

  – Ha soñj ac’h eus-te, ma c’hoar, pa zesken al latin,
E teues gant chif da lemel holl ma levroù ganin.

  Soñj am eus eus an taoloù, an taoligoù bihan
A raes gant [d]a c’hwalenn war zivskoazh da vreur Yann.

  Te ’lâre : laosk, ma Yannig, laosk da ziksioner,
Ha beemp* atav ’vel a-gent ar c’hoarig hag ar breur* !     [W bezomp ; brér]

  Ha soñj ac’h eus-te, ma c’hoar, eus hor bugaleaj* ?     [W bugaléah] 
Ne’m eus ket me ankouaet an amzer-se biskoazh*.     [W biskoah]