da lâret eo, ar pevar prezeg a Vreizh : hini Leon, hini Sant Brieg, hini Kernev, hini Gwened

  Ar mem’ tad en devoe ganet
Ar mem’ mamm en devoe maget
Job, Ivon, Guillou ha Yann,
Tud dispartiet a vihan.
Kuitaat a rejont ti o zad
’Vit monet da glask chañs* vat.    [W chanche] 
Int a lavaras : Kenavo,
Kenavo, breudeur, gwelomp bro !
Diouzh ar c’huzh-heol e eas Vonig ;
Diouzh ar sav-heol e eas Jobig ;
Er c’hreiznoz Guillou a y-eas tre,
Ha Yann a y-eas er c’heisteiz.
Ranniñ a rejont er giz-se
O bro, Breizh-Izel, etreze.
An dud neuze ne oent ket stank ;
Ar vro ’oe da bep unan frank.
Dreisto ne oent ket mui kevret,
Ar pevar* breur oe heñvel meurbet.    [W puar] 
Mem’ prezeg tostik, mem’ dilhad,
Ar mem’ blev, ar mem’ daoulagad ;
Ken pennek unan ’vel an all,
Mat d’ar re vat, taer d’ar re fall.
– Chomiñ a rejont pell amzer,
Pep unan d’e du, en e gêr.
Int a zeske d’o bugale
Labourat douar ha meuliñ Doue,
Mervel kentoc’h ’vit ober fall,
Plegiñ ar penn dindan ar gwall,
Ha kasaet mui ’vit kakoused 
Ar re d’o ger ne zalc’he ket.
– Setu un deiz, eus ar vro gall
Ur vouezh a sav : « ’vel ar re all,
Ni a venn ma komzo Breizhiz !
Komz brezhoneg zo ur fall giz.
E-lec’h bragoù bras, ni a venn
Ma tougint ’veldomp bragoù moan* !    [W moèn] 
E-lec’h o blev hir, ni a venn
Ma vo touzet ivez o fenn. »
– Ar pevar* breur hag o bugale   [W puar] 
Neuze ’n em gomzas etreze :
A-c’houde pegoulz, Bretoned,
Emañ hor mestr ar Gallaoued ?
Paotred ! Ha sentiñ a rimp-ni
Da dud pere n’en deus bili
Nag war hor sae, nag war hor blev,
Nag war hor c’homz ? Dalc’homp atav,
En despet dezhe, d’ar gizioù
En deus laosket deomp hon tadoù !
E brezhoneg hon eus pedet,
Ha Doue en deus hor selaouet ;
E brezhoneg hon eus komzet,
Biskoazh d’hor gwir n’hon eus manket.
Kendalc’homp pervezh hor gizioù,
Birviken n’hor bo keuz na gaou !
– A-c’houde, ar pevar* breur, pep bloaz*    [W puar ; blé] 
War ur blasenn ’n em zastume,
Hag a doue e vefent bet
D’o Doue, d’o bro, leal bepred.