Da’m zad ha da’m mamm

  Ton : Santez Anna

  Ma mamm lies ha ma ferson
En deus bet lavaret din
Ho pediñ a greiz ma c’halon,
Ha da noz ha da vintin.
Selaouit-me, Gwerc’hez santel,
’Vit mamm en ho kemeran :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.

  Ar pousined a pa vrasaont
A y-a er-maez eus o neizh* :    [W néh] 
Da gentañ, gant aon e nijont ;
O mamm o fara a gouezh*.    [W gouéh] 
Pell eo ma mamm, Gwerc’hez santel ;
’Vit mamm en ho kemeran :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.

  Pa ’meus bet lâret kenavo
Da’m mamm baour war ar c’hostez :
Pegoulz, ’mezi, e teuy en-dro ?
Ha ma mamm baour a ouele.
Sec’hit he dar*, Gwerc’hez santel,   [daeroù] 
He foan zo ma foan vrasañ :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.

  Ma c’hoarig vat, ma c’hoar Anna,
A y-ay d’an iliz bemdez
’Vit ho pediñ, Itron Varia,
’Vit ma zad, ’vidon ivez.
Selaouit-hi, Gwerc’hez santel,
N’en deus ket kaeroc’h ene[añ] :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.

  Pa y-emp ’vit lâret hor pater
Hon d[a]ouigoù d’ho chapel,
Ma c’hoar a lâre : sell, ma breur*,    [W brér ] 
Tablenn ar C’hwerc’hez santel :
Hi a c’hoarzh diouzhimp gant truez !
– Ez omp en oad tenerañ : –
Sellit-me, ha ma breur ivez
Ar c’haezh paour mousig bihan !

  En ho tablenn, o Gwerc’hez gaer !
E weler ho mab Jezuz
War ho tivrec’h, krouadur dister,
Ken mat, ken karantezus !
Netra ne c’hell ho mab nac’hiñ
Deoc’h, c’hwi zo rouanez en neñv* ;    [W nean] 
C’hwi a c’hell enta gwarantiñ
Ar c’haezh paour mousig bihan.

  Ma mamm a lâre din lies :
Ar mestr a bep tra eo Doue ;
Met Jezuz zo mab a C’hwerc’hez,
Petra ne c’hell mamm ur roue ?
Difennit-me, Gwerc’hez santel,
’Vit mamm en ho kemeran :
Ur sellig hepken, ya ur sell
War ar paour mousig bihan.

  Hol lestr war gein an houlennoù
A nij evel ar gwennel
E-kreiz an aer : e c’houelioù
A zo evel divaskell.
Diouzh droug, gouarnit-ni, mamm santel,
Pa gorn ar mor euzhusañ ;
Kemerit dindan ho mantell
Lestr ar paour mousig bihan.

  Pa sav bokedoù, ar gwennel
A zistro gant kalz a joa*    [W joé] 
D’he bro kentañ, eus ur vro pell :
’Viti pezh ul levenez* !    [W lehuiné] 
Ah ! Bro ebet n’en deo ken kaer
’Vel ar vroig a garan !
Emañ, bepred e vo er gêr
Kalon ar mousig bihan.