Naoned, 28 a viz Eost 1840

  Allaz ! Mont a ran pell !
Kenavo dit, ma bro !
Kenavo, douar santel !
Kenavo, kenavo  (bis)

  Kenavo, ma mamm vat,
’Vit ho mab pedit Doue !
Kenavo, ma c’hozh tad,
’Vidon pedit ivez !  (bis)

  Kenavo, ma breudeur,
Ha te, ma c’hoar Terez !
’Vit ho preur ur bater
E chapel ar Werc’hez.  (bis)

  Kenavo, c’hwi ken mat
Ha ken karantezus,
A garan ’vel ma zad !…
Ah ! Ra ve’oc’h eürus !  (bis)

  Evit ar c’heizh paour klañv,
Oh ! Pezh un tarzh-kalon,
Mont ken pell e-unan !…
Met Doue a vo gantañ* !  (bis)    [W geton]

  Ah ! Tavit, ma daeroù,
Me ’welo c’hoazh ma bro !
Tavit, ma huanadoù !…
Me ’zeuy nerzhus en-dro.  (bis)

  Pa splanno war ma fenn
Heol tomm an Itali,
Un nerzh nevez a-benn
A zeuy e’m izili !  (bis)

  Me ’gavo gwella’enn
E kêr vras ar paped :
Eno ’vo an termen
A ma foanioù kalet.  (bis)

  Oh ! Me y-ay da bediñ
E iliz San Pietro :
Bennozh Doue ’c’houlennin
’Vidon ha ’vit ma bro.  (bis)

  Da iliz ar Werc’hez,
Da Santa Maria,
Me y-ay ivez lies,
Ha d’ar Scala Santa.  (bis)

  Kenavo, kêr Naoned,
Kenavo bet distro.
Kent bloaz, leun a yec’hed,
E vin arre er vro.  (bis)