Ur verc’h yaouank, anvet Fañchig,
Merc’h diaonus mar boe er bed,
Gant he fod, war he skabellig,
’Vit goro he buoc’h oe chouket.  (bis)

  Ar verc’h yaouank-se a gane,
Hag a gane a-bouez he fenn.
– Petra a zegouezh a-nevez ?…
Ne glever ket mui ar werzenn !  (bis)

  – Tra burzhudus ! E-kreiz ar c’hraou
Ur v[a]ouez, kurunet a splannder,
’N em sav : « N’az pez ket aon, selaou,
’Mezi, gant ur vouezh dous ha sklêr.  (bis)

  N’en don ket c’hoazh er baradoz* ;    [W baraouès] 
Dalc’het ’on c’hoazh er purgato[a]r.
Te ’c’hell, ma merc’h, eus an tan-gwrez 
Ma zenniñ hag em c’has d’ar gloar !  (bis)

  Kae da borzh an Aotroù Person,
Ro dezhañ gwerzh teir oferenn ;
Fañchig, teir gwerzh, yun evidon,
Evidon, ur miz, lâr ur bedenn !  (bis)

  Da’m nizez Mari te ’lâro
Mont ganit da Sant Matilin ;
’Vit peoc’h m’eneen, c’hwi a bedo
Eno, un eur, war ho taoulin.  (bis)

  O ma merc’h, n’hellez ket gouzout*    [W gouiet] 
Pezh ken poanius eo bout en tan !
Pegement ’hirvoudan ’monet
Da’m unaniñ gant Doue en neñv* !  (bis)    [W nean]

  Pa vin e ti an Aotroù Doue,
Evidoc’h me ’bedo da’m zro,
’Vit ma tec’hit un deiz ivez 
D’her c’hariñ ganeomp er gwir vro. »  (bis)

  – Kentoc’h, evel ur gogusenn,
En em zistroe an eneenn vat.
– En eürusted emañ bremañ
An eneañ-se gant Doue he zad !  (bis)