diviz etre ur vamm-gozh, he douarenez, ur skolaer, ur soudard, Visant hag ur person.

    Prezeg ar vro a y-a da goll !
Tud skañv a benn, tud hanter foll,
A lous, gant o gerioù gallek,
Komz hon tadoù, ar brezhoneg.
Bretoned, lâromp mezh dezhe !
Breizh o dinac’h ’vit bugale.
– C’hwi a c’houlenno marteze
Piv eo ar fall Vretoned-se ?
– Allaz ! allaz ! Emaint un troc’h !
Ma n’her gouzit, m’hel lâro deoc’h,
Ar verc’h yaouank, skolaet e kêr,
Ar soudard hag ar skolaer,
Holl an dud-se, pa ma c’hellont,    [W hellant] 
Ar brezhoneg a zismantront.
Kredit-me, bout zo da c’hoarzhin
Diouzh o c’hlevet, ha da oueliñ.
– Mar karit grataat me, leinour,
Met grataat start, war hoc’h eno[u]r,
Ne vefoc’h birviken flater,
Me ’lâro-me deoc’h un istor*,    [W histoer] 
Un istor em eus bet desket
Gant tud a z’le bout kredet.
Deoc’h-c’hwi, leinour, en he lârañ,
N’he lâran ket da bep unan.

Ar vamm-gozh hag he douarenez

AR VAMM-GOZH

  Sav buan, Yannig, sav, mall-bras eo !
Krediñ a ran e tarzh an deiz.
Kent ma vo an ti kempennet,
Atizet tan, ar saout goroet,
E vo mall-bras mont d’an iliz.

AN DOUARENEZ

  Pezh mod ! C’est-à-dire, pezh kiz,
Monet da gousket ken abred
Ha kent sav-heol bout dihunet !
Gouezit mat, ne y-aer mui e kêr[,] 
Er gwele a-raok unnek eur*.    [W aer] 
En retour, antronoz vintin,
Ne saver ket ’vel ul lutin.
Uhel ’ve an heol pa saver,
Da eizh environ pe nav eur* :    [idem
Da zek eo herr d’an oferenn,
Da zek eur hanter, d’ar verenn.
Mamm gozh, ar mod-se zo charmant !

AR VAMM-GOZH

  M’her gouie reizh, ya, koll arc’hant,
Ma merc’h Yannig, a ra da dad
Diouzh da kas e kêr da skolaat !
Kochonet eo da vrezhoneg
Gant un troc’h komzoù fall galleg ;
Hag ar pezh zo c’hoazh gwazh, da benn
A zo bet lakaet pep-eil-penn.
Klev, ma merc’h ! Da gentañ dever
A zo ankouaat gerioù kêr
Treiñ kein groñs da’z sot kustumoù,
Ha komz evel war ar maezioù.

AN DOUARENEZ

  Oh ! Mamm-gozh, ’Mañ an tort ganin,
Sans doutejamez, birviken*…    [W birvikin]

AR VAMM-GOZH

  An tort ganit ! Biskoazh, ma Doue,
N’em eus klevet komz er giz-se !
An tort ! Pezh tort ? – Gwell ’ve bout bou’ar,
Ha bout dindan pemp troatad douar,
’Vit klevet dismantriñ ’vel-se
Ur prezeg en deus kroueet Doue.
– Kae da vale, merc’h foll a benn,
Kae gant da tort ! – An oferenn
Kent pell a sono a gloc’had.
S’il vous plaît, pe mar kavit mat,
Savit, la belle, ha deu’t difrez,
Daousto n’en deo ’met gouloù deiz.
Ruzoc’h e teuy ho tijotenn
Ha gwennoc’h e-leizh* ho kroc’hen*,    [W hilleih ; kourhen] 
O resev glizh melc’houed* an deiz    [W melhuen] 
’Vit o chom c’hour’zet er gwele.

AN DOUARENEZ

  Pardon, mamm-gozh, excusit-me !

AR VAMM-GOZH

  Kaer eo gout, ar ger digarez,
Paour Yannig, a zo re izel
’Vit da genoù a zimezell.

AN DOUARENEZ

  Amañ, mamm-gozh, pa z-ay kreisteiz,
Ni a gomzo a gement-se
Gant ar skolaer, ma breur Jean,
Pe ’vel m’hen anvit-c’hwi Y[ah]ann ;
Gant ar c’housin ar c’haporal,
A zo bet pell er c’hapital.
Mamm-gozh, ni a welo neuze
Piv en deus tort ha c’hwi pe me.

AR VAMM-GOZH

  Tort arre ! Yannig, lârit gaou :
Gaou ha tort, Yannig, a zo daou.

Ar verenn da greisteiz

Ar vamm-gozh, he douarenez, Visant, tad ar verc’h yaouank, he breur, ar skolaer hag he c’henderv ar C’haporal.

AR VAMM-GOZH

  Ma feiz che, klev, ma faotr Visant,
Te ’fond, pep bloaz, ur yoc’h arc’hant
Evit derc’hel er skol e kêr
Da Yannig ha Y[ah]ann he breur*.    [W brér] 
Me ’gred-me ’mañ arc’hant kollet
Ar pezh ac’h eus bet dispignet.
D’ar seizh* ! Ne ouzont mui o daou    [W seih ?] 
Komz ’vel tud a-ziwar ar maezioù !
Yannig em eus bet gourdrouzet,
Ken he deus un tammig ouelet,
Rak ma kochon gant he galleg,
Prezeg hor bro, ar brezhoneg.
Met hi he deus klaoustreet
En he devefe gounezet,
Mar he devefe ’vit barner
An aotroù Ya[ha]nnig, he breur*,    [W brér] 
Pe he c’henderv ar c’haporal,
’Zo bet pell bras er c’hapital.
Met me ’gred-me, kent bout barner,
Emañ ret gouzout ar vicher.
Me ’venn enta gout un tammig
Petra a oar hor Ya[ha]nnig ;
Gant er c’henderv ar c’haporal
A zo bet pell er c’hapital,
Marse war-lerc’h me c’houlenno
Hag hen en deus, o welet bro,
Ankoueet holl e vrezhoneg
Ha desket a-grenn ar galleg.
– Da’z tro, Ya[ha]nn, hag al latin
En deus graet ’c’hanout un den fin ?

YA[HA]NN

  Mammoù, desket em eus bet
An istorioù a holl ar bed.
N’en deus netra certainement
War an douar nag er firmament
Ne ouzon gwell ’vit ne ouzit,
Mamm-gozh, lâret ho chapeled.
– Er c’hollège en em eus brillet ;
Ma sae lies en deus douget
Ar groaz, témoin a ma victoire.
O mammoù, na pezh ur gloire,
Pezh un triomphe en dout prizioù,
C’est-à-dire, en devout levrioù !
– C’hwi a oar, mamm-gozh, ar galleg,
Ha gwell e-leizh ar brezhoneg ;
Me ’oar-me c’hoazh gwell al latin,
Ar greg ha pep langage enfin :
Setu amañ Virjil, Homer.

AR VAMM-GOZH

  Evel ar c’hoar emañ ar breur* !    [W brér] 
Ya[ha]nn, al latin a zo mat,
Met e-leizh gwell prezeg da dad.
Desk, mar gellez, fonnapl, ar grek,
Met desk ivez ar brezhoneg.
– Petra a venn lâret brilleiñ ?
Ur ger galleg eo pe latin ?
Ha neuze c’hoazh certainement,
Triomphe, témoin, firmament
 ?
– Te ’oar kement tra zo er bed,
Gwell ’vidon-me ma chapeled !
– Paour Ya[ha]nn, kozh ki a ’n em veul,
Rak, allaz ! N’en deus den ’her meul !
– Gwelomp bremañ ar c’haporal
A zo bet pell er c’hapital.

AR C'HAPORAL

  Me zo bet, gwir eo, e Pariz,
Comme ça environ dek miz.
Versailh ivez em eus gwelet.
Keizh tud, c’hwi a gav brav Gwened !

– Bah ! Gwened a zo pitoyable

Ha Pariz a zo admirable :
Ma farol, ’barzh ar c’hapital
Tier zo ’vel ar c’hatedral.
Ne lâran ket c’hoazh traoù assez,
Pa lar’fen tout, nann, jamez,
Mamm-gozh, ne vennoc’h krediñ.

AR VAMM-GOZH

  N’ec’h eus ket d’ober a douiñ, 
Me’z kred er-walc’h, hag a wel splann
Ez out ken gwastet ’vel Ya[ha]nn.
Me ’wel ez oc’h tud pitoyable
Hag e kredit bout admirable.
– Jaojiñ* a refe deoc’h ruziñ    [dereat] 
Kentoc’h ’vit bout diouzh ’n em foeñviñ.

Ar bugul* a c’houarn an deñved,
Ar paour dall a y-a dre ar bed
Ne ouzont na latin, na grek ;
Met int a oar ar brezhoneg !
Biskoazh Pariz n’o deus gwelet,
Komz o zadoù ne wastont ket ;
E kouent n’en dint bet biskoazh,
Gwell ’vit Ya[ha]nn e komzont newazh.

VISANT

  Kenderv, Yannig, ha te Ya[ha]nn,
Ho lod hoc’h eus bet pep unan.
– Heñvel ganin ivez, ma mamm,
E ve mat m’ho pefe ho tamm.
Sot bras ’oc’h gant ho prezhoneg,
Ko[u]nnaret ’oc’h diouzh ar galleg.
Deomp, ’vit goût piv en deus rezon,
Da gavout an Aotroù Person.

AR VAMM-GOZH

  Gwirionez zo gwell ’vit rezon !

VISANT

  Rezon n’en deo ket a-feson ?

AR VAMM-GOZH

  Pas re ; met ne zaleomp ket,
Deomp, mar karit, da vout barnet.

AN DOUARENEZ chifet, a vouezh izel :

  Barnet ! ah ! Na drôlet gerioù !
Juger a rae droug d’he genoù !

AR VAMM-GOZH

  Hum ! Petra ’lârez-te, Yannig ?

AN DOUARENEZ

  Netra, mamm-gozh, ne sonan grik.

AR VAMM-GOZH

  Pa ne ver ket mui bretonez
E teuer da vout gaouiadez !

Ar person, Visant, ar Vamm-gozh hag ar re all

VISANT

  Ah ! demat deoc’h, Aotroù Person.

AR PERSON

  Demat, Visant ! – Joaius bras ’on,
Mamm-gozh, diouzh ho kwelet er porzh* !  [W porh]

AR VAMM-GOZH

  Aotroù Person, pezh un diforc’h
etre c’hwi ha meur a unan
a gav gante e hunvrean !
Hiziv c’hoazh, ya ! hiziv an deiz,
brud zo bet etreze ha me,
rak ma lâran ne ouzont mui
komz ervat evel ma rit-c’hwi.

Ar vamm-gozh a ziskouez gant her biz Y[a]hann ha Yannig

A-c’houde m’en dint bet er skol,
Komz a reont evel pennoù foll.
Biskoazh prezegoù ken truek,
N’en dint brezhonek na gallek.
Ni a venn goût hag int pe me,
Aotroù, en deus ar wirionez.

AR SKOLAER

  Aotroù kaezh, n’hon eus peoc’h ebet
Gant mamm-gozh, rak ne gomzomp ket,
Emezi, evel ar gozh tud.
’Vit kement-se e kas brud.
– Ret eo pourtant bout raisonnable ;
Met mamm-gozh zo impitoyable !
– Chañchiñ a ra pep tra er bed ;
Perak e vefemp-ni dalc’het
Da gomz ’vel ma rae hon tadoù ?
Me ’gav ganin ’vel lavregoù
Zo commodoc’h ’vit bragoù bras.
A vragoù mui ne reer ket kas !
Amañ ! Pa vo enrichisset,
Pe pinvi’kaet, ’vel ma lârit*,    [W laret] 
Hol langage gant ar galleg,
Kaeroc’h kalz ’vo ar brezhoneg.
Hiziv c’hoazh me ’meus admiret
Ar beleg en deus prezeget.
Gouzit, ’me an Aotroù Kure,
Gouzit mat petra eo ar fe[iz] ;
Hi zo ar maen fondamental
Hag hon doctrine en général.
Ya, kement-se a zo prezeg !

AR VAMM-GOZH

  Ya, met nompas e brezhoneg !

AN AOTROU PERSON

  Ma bugale, selaouit bloc’h
Ar pezh a y-an da lâret deoc’h :
Gerioù gall zo mat e galleg,
Ne dalvont tra e brezhoneg.
Setu enta ma soñj-me :
Gant mamm-gozh ’mañ ar wirionez !