d’an Aotroù Hersart de la Villemarqué

  Oh ! Na pezh un divroerezh*    [W divroereah] 
Ha pa chomer hep mamm er bed !
Bet’ he marv n’ouzer ket c’hoazh*    [W hoah] 
Pegement ur vamm zo karet.  (bis)

  Anna, merc’h yaouank a Bleren,
He mamm ivez en doe kollet ;
He daoulagad, ’vel ur vammenn,
Ur mor a zar* en doe skuilhet !  (bis)    [pe daeroù]

  A-gent ken kaer ’vel ur rozenn,
Anna bremañ a zo gweñvet !
– Allaz ! Pa droc’her ar c’hwrizienn,
Ar barroù ivez zo troc’het !  (bis)

  – War bez he mamm e oe arre
Ar gaezh Anna azaoulinet ;
Setu petra ’lavare
Ar verc’h yaouank-se glac’haret :  (bis)

  Ma Doue, a dan ar purgato[a]r,
Lamit, oh ! Lamit ma c’haezh vamm !
Ma Doue, ah ! Kasit-hi d’ho kloar !
Ah ! Lamit-hi eus an tan-flamm !  (bis)

  Me ’ray lâret oferennoù,
Pep sizhun, en iliz-parrez !
Ma Doue, berrit he foanioù !
Oh ! Lamit-hi eus an tan-gwrez  (bis)

  Pep sizhun, me ’ray yunioù
Ha pep sadorn ha pep gwener !
Ma Doue, berrit he foanioù !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar* !  (bis)    [W cloer]

  E-pad tri bloaz, ne zougin ket
Na dilhad gwenn, na dilhad ruz ;
Ne zougin ket seizenn ebet,
Met dilhad kañvus, dilhad du.  (bis)

  Ma Doue, a dan ar purgato[a]r,
Lamit, oh ! Lamit ma c’haezh vamm !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar !
Ah ! Lamit-hi eus an tan-flamm !  (bis)

  Ne y-in ket mui d’ar pardonioù ;
Me-unan me ’chomo er gêr.
Ma Doue, berrit he foanioù !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar* !  (bis)    [W cloer]

  Ne y-in ket mui d’ar foarioù,
Me unan e chomin er gêr !
Ma Doue, berrit he foanioù !
O ma Doue, kasit-hi d’ho kloar* !  (bis)    [W cloer]

  Me ’droy kein mem’ da’m c’harantez,
Mar deo ret, ’vit groein* vad da’m mamm,   [ober] 
Da’m Yannig me ’droy kein, ma Doue,
’Vit he zenniñ eus an tan-flamm !

  Ma Doue, a dan ar purgato[a]r,
Ah ! Lamit ! Lamit ma c’haezh vamm !
Ma Doue, ah ! Kasit-hi d’ho kloar !
Ah ! Lamit-hi eus an tan-flamm !