War-lerc’h ur barzh, me ’c’hell lâret ivez :
Skuizh ’on er bed ; me ’gar’fe mervel ;
C’hwerv e kavan ar frouezh eus ar vuhez ;
Kaer ’ve ganin ar vro-mañ dilezel !
Liamm ebet diouzh an douar ne’m ari* :  [ = eren] 
Perak pelloc’h doug ma bec’h poanius ?
Nep tu ’met gloaz ! Pe kentoc’h m’n em fazi,
Ma joa, m’c’honfort a zo anv ma Jezuz.

    An douar, d’an hañv, karnet gant an tommder,
N’en deus ket nerzh evit magiñ an ed ;
Ar bokedoù hag ar gwez a weler
Pleget o fenn : marv ’int gant ar sec’hed !
Met mar diver eus an neñv ul lomm glav,
Pep tra a gresk dindan ar glav frezus* :  [pe fresk] 
Dindan he bec’h, m’ene[añ] kentoc’h a sav
’Vel ma klevan lâret anv ma Jezuz.

    Er miz kalet ha teñval, miz Genver,
Kement tra zo a seblant e begin ;
An erc’h a c’hronn an douar ’vel ul liñser ;
Ne glever mui ’met mouezh ar vran hepken.
Gant heol miz meurzh e tihun an evned ;
An douar zo glas hag ar gwez zo bleunius !
Dihun a ra m’ene[añ] beurpoaniet
A pa glevan lâret anv ma Jezuz.

    Da’m diskouarn emañ dous ur ganaouenn ;
Mat eo ar frond a laosk ar mel em beg ;
Kalz eo vourrañ a vrud ur ri[g]olenn ;
P’am eus sec’hed, frez a gavan ken c’hwek !
Bout zo newazh un dra dousoc’h paot-mat
’Vit kement tra a zo er bed bourrus :
An anv a lâr war e zaoulin ma zad,
Anv ma Salver, anv santel ma Jezuz !

    ’Vel pep unan, me ’meus ivez tañvaet
Kalz a boanioù, un nebeud levenez !
– Allaz ! Tud paour, er bed-mañ, emañ graet
Gant deizioù du ha re splann hor buhez ! –
Anv ma Jezuz en deus graet eürusoc’h
An deizioù gloev a ma buhez eürus ;
E anv ivez en deus graet paot skañvoc’h
Ma deizioù stank, ma deizioù ankenius.

    Ne glaskin ket lâret al levenez
En deus m’c’halon tañvaet a-barzh er bed ;
Ne gomzin ket eus ar mor a dristezh
E pehini m’ene[añ] zo bet beuzet.
Met me ’lâro ne m’eus bet plijadur
Biskoazh ken dous ’vel eo resev Jezuz ;
Hag er poanioù am eus bet da andur,
A p’her galven en em gaven nerzhus.

    Pa’z ay an eur (Ah ! Deus buan, eur eürus !)
Da mont d’an neñv ha da lezel an douar ;
Mignoned paour, lârit din anv Jezuz ;
D’ar re arall me ’venn neuze bout bou’ar !
Em daouarn gwan, lakait, ’m ho ped, ur groaz ;
’Vit m’he bokin, tostait he da’m genoù !
Oh ! Pezh konfort a vefe din, em gloaz,
Lâret : Jezuz, pa’z ay din an Ankoù.