Ton : chetu en eih kentel nehué

  Kariñ a ran : e-tal anv Doue,
Don bras emañ skrivet ivez,
Un anv arall war ma c’halon,
          Anv un Itron !  (bis)

  Anv ar gaerañ eus ar gwragez,
Anv ar Werc’hez santel, mamm Doue,
Em eus karet hag a garin
          Tra ma vevin !  (bis)

  Jezuz etre he digostez 
En deus kemeret ar vuhez ;
Kalon Mari en deus maget
          Salver ar bed !  (bis)

  Gant da Jezuz, o Maria !
Kemer-me ’vit m’embriata ;
Lak’-me ivez war da galon,
          O ma Itron !  (bis)

  Ha pa savan, mamm truezus,
En da kalvan war-lerc’h Jezuz ;
Ma zoñj, a pa y-an e’m gwele,
          Zo gant mamm Doue.  (bis)

  Mar da karan, te’m c’har ivez :
Lies p’en don leun a dristezh,
E rez nerzh, konfort da’m c’halon,
          O ma Itron !  (bis)