Mem’ ton

  Evit gwarantiñ hon ene[añ],
Doue a lak’ e-tal pep-unan
Ur spered mat, glan ha santel,
          ’Zo anvet Ael !  (bis)

  Grataat a ran e vin sentus
Diouzhoc’h, m’Aelig karantezus,
Hag e serrin groñs diouzh Satan
          Dor ma ene[añ] !  (bis)

  An hentoù mat diouzh ar re fall
N’anav’an ket ’vel ur c’heizh dall ;
Sklêrderit-me gant ho sklêrder,
          Aelig, ma breur* !  (bis)    [W brér]

  Aelig, harpit-me gant ho prec’h ;
Ma ne’m dalc’hit, n’hellan ’met kouezh* !    [W couéh] 
Ne ran ket forzh a Lusifer
          Ganeoc’h, ma breur*.  (bis)    [idem]

  Pa’z ay ar bed, gant e ardoù,
Da’m lousaat en e liammoù,
Kuzhit-me ’dan* ho tivaskell,    [dindan]
          Ma breur, an Ael.  (bis)

  Pa vin solitet da bec’hiñ,
Savit ho mouezh ha lârit din :
Ma breur, oh ! petra a rez-te ?
          Salv da ene !  (bis)

  Pa gavin kalet al lezenn
’Zo ret heuliñ bout kristen,
Lârit : c’hoazh un nebeud tristezh…
          Emberr… an ne[ñv] !  (bis)

  M’aelig, oh ! Mil gwech trugarez !
Trugarez ’vit ho karantez.
A ma zu, me ’venn ho kariñ
          Bet’ na varvin.  (bis)

  Me ’venn ganeoc’h nijal d’an neñv*,  [W nean] 
Gant ho kan unaniñ ma c’han ;
’Vit birviken me ’venn ivez
          Meuliñ ma Doue.  (bis)