an Hañv

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

d’an Aotroù Vannier, person ha barzh Lokenvel

Bolz an neñv zo digoumoul ha kaer evel seiz glas,
An heol a weler enni, evel ur roue bras,
O kerzhout, gorrek ha drant, da ober gweladenn
D’ar frouezh a daol an douar, d’o dareviñ d’an den.

Gant e lagad buhezek an toc’had, er parkoù,
’Vel an aour a zo melen hag a bleg o fennoù ;
Gwintet war geot ar c’hribenn, ar c’hrilh hag al lammer,
En ur sioulded dudius, a gan o sonig verr.

An tron a glever uhel, hep e welout morse,
O kanañ meuleudioù en enor da Zoue ;
Ar valafenn a darnij a-raok ar gwennili,
Ha war ar gwez uhelañ e kan ar vouilc’hi.

Ar c’hlujar a doull ar c’harzh hag en em zouara ;
Ar c’harv a za fonnus d’an dour-red da evañ ;
Ar c’had hag ar c’houlin besk war ar melchon a beur,
O stlakañ war ar c’hirzhier an had lann a gleveur*. [glever]

War grab ar roz an deñved, en disheol gourvezet,
Gounezet gant an tommder peuriñ lann n’hellont ket ;
Ar c’houezioù o sec’hañ, gwenn-kann el lanneg vras,
Evel an erc’h a lugern du-hont en dro-heol c’hlas.

Ar falc’herien, er pradoù, a ra ervennoù foenn,
Hag a denn eus e vouteg dalc’hmat o higolenn ;
Trouz ar maen war an direnn gant an heklev a red,
Ha lagad lemm an Aotroù a zo seder-meurbet.

Goude, gant pep a rastell, ha gant pep a forc’h koad,
Paotred ha merc’hed a za da dreiñ ar foenn d’ar prad ;
Ar c’halonoù zo laouen, hag ar c’horfoù mibin,
N’eus ket ’vel ar yaouankiz evit bezañ lirzhin.

Hag ar foenn sec’h ha berniet, e teu ar mevel bras
Gant ur c’hastell-karr-eost, tri pe bevar marc’h glas ;
Ar c’hrizilhonoù a drouz hag ar skourjez a stlak,
Setu graet ar garg er prad, kempenn, uhel, distag.

Er vereri ur mevel hag ar vugaligoù,
Da zegemerout ar foenn a za er solierioù ;
Gant lammoù chouk-a-bennig, mil ha mil c’hoarzhadenn,
E poanier, war ar geot sec’h, kalonek ha laouen.

War leurioù-kêr, er marc’had, e weler, a-vernioù,
Filzier nevez, ereet gant kerden plouzennoù ;
Gwinizh ha kerc’h ha segal zo darv da droc’hañ,
An tieged a dosta hag a c’houlenn prenañ.

Ken mintin hag an heol, al labousedigoù,
Ar vederien a za kromm a-vagad d’ar parkoù ;
Dindan an taol ec’h hirvoud ar gorzenn, an toc’hed*, [toc’had] 
Hag, evel korfoù marv, kerkent ’int astennet.

Ar gwinizh hag ar segal a vezo endrammet,
Ereet a-feskennoù ha goude gwrac’hellet ;
Pa vezo troc’het an heiz, ar c’herc’h a zastumer,
Ha war al leur ez eont da c’hortoz an dorner.

Na weler ken a c’hwistoù*, allaz ! e Breizh-Izel, [freilhoù] 
N’en deus ken a blijadur evel pa oan bugel,
O vont krec’h-traoñ d’al leurioù, korf-roched, diarc’hen,
O skeiñ evel hon tadoù war o enebourien.

Noz ha deiz, war ar maezioù, e klever o yudañ,
’Vel ar wan-waoñ* er c’hoadoù, an ijinoù-dornañ ; [ar bleiz] 
Bremañ e torn al loened an ed gant kalz a drouz,
An dud n’o deus ken labour nemet da hejañ plouz.

Klevit ar youc’hadennoù, gwastell un tu a zo*, [ils annoncent la clôture de la moisson e galleg] 
Gwreg an ti, war ur feskenn, d’al leur a ra an dro ;
Goude reuz an drid-kalon, ur banne chigodenn,
Diskennet a-leizh gwerenn, a zalc’h an dorner grenn.

Setu tro ar wenterezh da zont war al leurioù,
Ar plouz a za d’ar blouzeg, an ed d’ar solieroù ;
Ar parkoù hag ar pradoù a-rez a zo touzet,
An dud, a-benn ar goañv, o boued o deus tuet.

Al loened o deus ivez o grigneloù bihan
Hag enno e lekeont, klenk ha brav ha buan,
An huruson avaloù, ar wiñver kraoñ kelvez ;
Ar gaerell, an erminig a ra o eost ivez.

Pa vez an heol o tommañ e kaver en hentoù,
Eus an eil tu d’egile, merien a-c’hrubuilhoù,
Da vont da glask o freizhig ez eont a-vandenn
A-bell ouzh o c’hastell kreñv gant reizh brezelourien.

Klevit un tad hag ur vamm o tikañ er vodenn,
O re vihan, dinerzh c’hoazh, magadur a c’houlenn,
Ur c’hazh, a oar e vicher, a ra dezho an dro…
An divaskell a ziflap… unan a zo marv !

Pegen evurus ’oc’h-hu, c’hwi, bugaled kristen,
Da gaout un tad hag ur vamm bepred en ho kichen ;
A bep droug e tiwallont ho korf hag hoc’h ene,
Ha mar deuit da vervel ez it d’en neñv goude.

Dastumomp eostoù fonnus da gas d’ar baradoz,
Hounnezh eo ar wir solier d’an holl, yaouank ha kozh ;
Al logod hag ar razhed eno n’az eont ket
Rak an ed a zo eno a zo da bad bepred.