Ma Doue, pec’het em eus

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been adapted from Brezhoneg Gwened to KLT standard.
Further details
Dihunamb, 1923, p. 307
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Ma Doue, pec’het em eus en ur resev buhez ;
Dirak ho taoulagad e oe du ma ene.
Met gwennaet hoc’h eus hi ; din hoc’h eus pardonet,
Rak ma’z oc’h truezus a viskoazh da vepred.

Ma Doue, pec’het em eus eus an oad tenerañ ;
Ken bras pec’hour e oan ha me c’hoazh ken bihan !
D’ho krouadur ken bihan, Doue ken bras, pardonit* ;    [W pardonet]
Rak ma’z oc’h truezus a viskoazh da vepred.

Ma Doue, pec’het em eus ; Roue ar bed-mañ, Satan,
Diaviz ’vel ma’z oan, a lorbas ma eneenn*.    [W inean]
D’ho krouadur diaviz, Doue ken fuz, pardonit*,    [W pardonet]
Rak ma’z oc’h truezus a viskoazh da vepred.

Ma Doue, pec’het em eus ; gant mel ar blijadur
Lies en deus ar Bed amoedet ho krouadur !
D’amoedaj ho krouadur, Doue ar Groaz, pardonet*,    [W pardonet]
Rak ma’z oc’h truezus a viskoazh da vepred.

Ma Doue, pec’het em eus ; gant he gwanidigezh
Ma c’halon er vouilhenn a zo kouezhet kant gwech* ;    [W gwezh]
D’ho krouadur gwan a sav, Doue nerzhus, pardonit* ;    [W pardonet]
Rak ma’z oc’h truezus a viskoazh da vepred.