Run heol

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Dans le recueil de nouvelles intitulé « Geotenn ar Werc’hez », Al Liamm, 1957
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Brumenn wenn ar beure a deuze e goueled an draonienn gant heol mezheven o c’horiñ.

Rivanon, o pignat gant diribin an dorgenn, goustad, evel gwall sammet, a chomas harpet e hanter hent. Teurel a reas ur sell a-dreñv e gein, hag e welas e oa kaer an draonienn gant ar glizh war ar c’hlazenn hag an heol o parañ enni penn-da-benn. Alanat a reas, evel huanadiñ, hag, e-kreiz-holl, en em gavas skuizh. Hogen ne oa ket skuizh e gorf. E galon avat, ne lavaran ket.

Didrouz e oa an draonienn ha ne fiñve enni nemet lufr an heol war ar c’hlazenn c’hleb.

Rivanon a sellas en-dro dezhañ ha ne welas hent-karr e nep lec’h. Hogen ne glaskas ket gouzout ha dont a rae kouerien da zastum eno ar geot hir. Ne soñjas nemet en un dra : an draonienn a oa gwerc’h ha dizarempred.

Arvestiñ an draonienn didrouz ha dizarempred a oa dudi da galon Rivanon. Merzout a reas e oa ar c’hlazenn, e-kreiz an draonienn, drusoc’h eget er gwrimennoù. Eno, e brizheol ar geot hir hag an elestr, e piltrote moarvat ur wazhig, hag he dour, en ur ziskenn, a c’hoarzhe en he lammoùigoù d’ar gleskeri o tihun e freskadurezh ar prad.

C’hoant a zeuas da Rivanon diskenn betek goueled an draonienn evit selaou mouskan ar wazhig en he lammoùigoù ha sellout ouzh ar balafenned hag an nadozioù-aer o c’hoari er bleunioù o tigeriñ.

 

Treiñ a reas kein d’an draonienn hag e kendalc’has da dostaat, goustad, ouzh laez uhelañ an dorgenn. Evit arvestiñ an draonienn gwelloc’h, gant ar glizh war ar c’hlazenn ha mousc’hoarzh an heol o parañ enni penn-da-benn.

Tost d’al lein ec’h azezas. C’hoant a savas dezhañ rannañ ur gomz gant unan bennak. En-dro dezhañ ne welas den ebet. Ar golveni, ar boc’hruziged hag ar sidaned a razailhe e strouezh ar c’hleuzioù hag er brouskoad. E-harz e dreid, ar raden tener, nevez savet diouzh an douar skañv, a reutae da wrez an deiz o dantelezhioù kildroet, hag ar gwenan aketus a dremene e-biou dezhañ gant ur sardon skiltr.

Rivanon a selle… Ne wele ha ne gleve. Chom a reas lent e spered en e brederioù, morzet ma’z oa ennañ e-unan e holl c’hoantoù gourel.

 

Liver e oa dre vicher, ha brudet e anv e meur a vro. Steuet en doa poltredoù priñsezed ha rouanezed, hag eus ar broioù estren e teue dezhañ ar vrasañ meuleudi. E boltredoù a oa dreist, a bell, da re an arzourien vrudetañ, kement a wirionez ha kement a vuhez virvidik a lakae enno. Hogen, na brad na meuleudi ne gavas degemer e kalon an arzour. Livet en doa, e gwirionez, poltredoù priñsezed en o c’hened ha rouanezed en o gloar… O sellout outo, avat, goude ma’z oant peurechu, Rivanon en em gave doaniet, rak e daoulagad ar priñsezed e luc’he atav pe ar vrasoni pe an hudurniezh pe an techoù all. Ne gavas morse poltred disi e-touez e oberoù. Hag eñ en doa klasket atav livañ ar wirionez kaer, ar gened kenedus hag ar c’hlanded c’hlan…

Neuze, digalonekaet, e kuitaas ar gêrbenn. Dont a reas da gornog e yaouankiz, da gestañ ha da gavout marteze, war ar maez, er glaster hag en heol, an disterañ eus ar vuhez c’hlan en doa klasket betek-henn, e lec’h all, en aner.

Rivanon a arveste an draonienn heoliet. Gant gwrez an deiz e save diouti frondoù ar geot hag ar bleunioù, hag e pep tu e vouskane ar sev nevez a-us d’an douar o strujañ. Saouzanet e chomas, hag al levenez a waskas e galon a oa burzhud hag estrenvan.

 

An heol a oa uhel ha kreisteiz tremenet. Rivanon a oa azezet bepred en hevelep lec’h.

Bolc’het-mat e oa an abardaez ha skeud ar gwez, en tu all d’an draonienn, a voukae en amc’houlou. Sevel a reas hag e kendalc’has da vont war-raok, en arvar, e c’hwez vat ar maezioù didrouz.

En em gavout a reas gant ur c’houer o tont eus ar brouskoad gant ur gazeliad aozilh.

– Emaoc’h o pourmen, aotroù ?

Ar ger aotroù ne blijas ket da Rivanon. N’en doa mui, e feson, dremm an den eus e vro ?

– O pourmen emaon.

– Ar c’haerañ mare eus ar bloaz hag eus an deiz evit an hini en deus amzer d’ober baleadennoù war ar maez. Me a zo bet o troc’hañ aozilh er brouskoad, aze, rak ar paneroù nevez a zeu da vezañ, goude ur bloavezh labour, paneroù kozh ha didalvez.

– Klevit, va eontr, daoust hag ez eus un hent da vont betek an draonienn ?

– Feiz, n’eus hini ebet, va den. Ar foenneg dourennek-se ne ziwan enni nemet broenn hag elestr, hag he geot ne dalvez nag an troc’h, nag an doug. A-viskoazh eo bet dizarempred.

Ar respont-se a reas plijadur da Rivanon. Sellout a reas outi ur wech c’hoazh a-raok ober bent gant an den.

Goude ur pennadig bale a-dreuz ar parkeier, e welas Rivanon war laez an dorgenn un ti gwaskedet el liorzhoù. Diouzh ar siminal, kuzhet a-dreñv ar gwez avaloù, e save ar vogedenn, o pignat evel ur seizhenn c’hlas war aour ar c’huzh-heol.

– Da bell ez it ? a c’houlennas ar c’houer.

– D’an Ilvern ez an, ha, ’m eus aon, en em gavan dihentet.

– Hent hir hoc’h eus d’ober c’hoazh. Ma karit, me ’gaso ar mevel bihan d’hoc’h ambrougañ. Setu emaomp degouezhet. Deuit betek an ti hag e tañvaot chistr ar vro.

Rivanon a heulias an den. A-dreuz ar bodennoù kelvez, an heol a sile e sklêrijenn velen e skoaselloù an hent ha war man ar riblenn. El liorzh, ar c’hegined a ragache en avalenned, hag ar mouilc’hi kludet e kelenn ar c’hleuzioù, a c’hwitelle diehan en abardaez blot.

E oant tost ouzh an ti pa zilammas ur plac’h yaouank eus al liorzh. He fennad blev kazugel a oa paket e div vailhadenn war he divskoazh, hag ul lien gwenn a gelc’hie he zal, evel ur gurunenn. Treuziñ a reas an hent en ur redadenn, evel en un dec’hout en he spont. Hervez ur gweled, e oa dremmet kaer, hag he c’horf, stardet en he c’houc’heledenn, a oa ivez direbech.

Ne gredas ket Rivanon goulenn un disterañ diwar he fouez.

– Deuit tre, eme an den.

Rivanon a yeas en ti. Ar plac’h yaouank, he fennad blev kazugel paket e div vailhadenn hag ul lien gwenn en-dro d’he zal, a oa azezet e-tal an oaled hag a domme he zreid ouzh an tan.

– Mari, ha deut eo ar mevel bihan eus ar c’hovel ?

– Ne gredan ket, a respontas ar wreg stouet he fenn a-us d’he filligoù.

– Ne zaleo ket, emichañs. Pa vo deut en-dro, c’hwi a gaso anezhañ da ziskouez hent an Ilvern d’an aotroù-mañ.

Mari a savas he fenn hag a saludas an den.

– Azezit, aotroù, emezi, hag en ur c’hortoz, e tebrot marteze ur grampouezhenn, gant ma kavit mat ar c’hrampouezh aozet war ar maez ?

– Ar c’hrampouezh aozet war ar maez a zo ar re wellañ, moereb.

– N’eus nemet chistr, eme an ozhac’h, ha kalet eo moarvat da staon an hini n’eo ket boazet outañ. Gant ma tiskenno…

Ma tiskenne ?… Ne grede ket an arzour anzav e oa hep tamm abaoe ar beure, chomet ma’z oa da c’henaouegiñ war an dorgenn… Debriñ a reas a youl vat ar grampouezhenn amanennet servijet dezhañ war ur plad, hag ar chistr a floure en ur ziskenn.

– Gwelout a ran, emezañ, n’eo ket kollet holl c’hizioù mat ar vro, hag e kaver c’hoazh maouezed dispar da vezañ an toaz.

An ozhac’h a azezas ivez ouzh taol dirazañ evit debriñ ur grampouezhenn a-raok mont da voueta e loened.

– O ! emezañ en ur respont, ne vez ket graet mui, en amzer hiziv, kalz krampouezh war ar maez, hag amañ, evel e lec’h all, ez eo kollet ar c’hiz. Nemet evit ar verc’h an hini eo…

Evit ar verc’h azezet e-tal an tan…

Rivanon a droas e selloù ouzh he zu. Kerkent avat, ar plac’h yaouank he daoulagad paret warnañ abaoe ma’z oa deut en ti, a zistroas he fenn hag a sellas ouzh ar flammoù a c’hoarie dindan ar pilligoù etre ar skiriennoù kistin o strakal.

Alvaonet e chomas… Gwelet en doa er c’hêrioù bras merc’hed kaer, merc’hed kenedus ; biskoazh avat ne gavas par da gened ar bennhêrez. Ne oa ket evit distagañ he daoulagad diwarni, ma voe ret da vestrez an ti lavarout dezhañ : sachit war ar c’hrampouezh ; ha d’an ozhac’h : ne ziskenn ket ar chistr ?

Rivanon a oa aet kuit e naon. Ar verc’h ne rae ivez nemet pismigañ gant he bizied gwenn ar grampouezhenn ledet dezhi war he barlenn.

– Levenez ne zebro ket adarre, eme ar vamm en un huanadiñ. Petra ’vo aozet dezhi ’benn ar fin ? Netra ne blij dezhi, ha koulskoude e vez graet bepred diouzh he c’hoant. En abardaez-mañ he deus c’hoantaet krampouezh amanennet, ha, pa o gwel, e kav re un tañva. Bemdez e vez gwasket he c’halon.

Merzout a reas Rivanon e klaske ar bennhêrez sellout outañ hep gouzout dare dezhañ, evel ma vije lent ha mezhus.

An heol o tiskenn a baras dre ar prenestr hag a sklerijennas he dremm. Sellout a reas hi ouzh an heol a glouare he zal morlivet, hag e voe darbet d’ur mousc’hoarzh skediñ en he daoulagad glas ha leun a hiraezh.

Ar vestrez a oa o tont gant ur grampouezhenn all.

– Bennozh Doue, moereb. O tont eus debriñ e oan.

Hag e chomas dilavar. Goude ur pennad :

– Karout a rafen gouzout anv ar gêr-mañ.

– Ar Run-Heol a vez graet anezhi, aotroù.

– Un anv kaer, hag e tere kement ouzh anv ho merc’h.

Ar vamm a sachas herr war hec’h alan.

Hag an tad :

– Levenez a zo bouzar ha mut.

Ar vamm a gendalc’has :

– Ur wall blanedenn kouezhet warni d’he femp bloaz. Ur blanedenn griz penn-da-benn, siwazh ! Rak bremañ, d’he zriwec’h bloaz, emañ taget gant ur c’hleñved langiz.

Levenez, ul lien leizh war he zal morlivet ha lufr an heol war he blev kazugel, ne oa mui ar bennhêrez a domme he gwad divi ouzh tan oaled he zi… Rivanon a wele dirazañ, disi, skeudenn ar gened ganet en e huñvreoù.

Ur c’hwitelladenn drant a dregernas er porzh.

– Ar moñsig o tont eus ar c’hovel.

Mestr an ti a savas eus taol. Rivanon a savas ivez da heul. Kimiadiñ a reas diouzh ar vestrez, hag edo o vont da lavarout kenavo d’ar verc’h pa zeuas soñj dezhañ e oa ar bennhêrez bouzar ha mut.

Levenez a serras he malvennoù war he daoulagad kaer. Ar malvennoù, avat, a zigoras adarre pa gerzhe Rivanon dirak prenestr an ti. Ar bennhêrez a droas he fenn. Hogen, ne welas den er porzh, en amc’houloù, gant mibien he daoulagad o tourenniñ. Merzout a reas evelato war he barlenn skeud an arzour o tremen…

 

Ar gouerien a oa diskennet Rivanon en o zi a lavaras ne vije ket chomet mui gwall bell an arzour en o bro. Trist e oa deut da vezañ, hervezo, ha ne gare mui an darempred. Pe oa trist pe laouen e galon, Rivanon ne ouie ket mat a-walc’h e-unan. En e valeadennoù pemdeziek, a-dreuz ar parkeier, e kave atav an tu da bignat war ur grec’hienn bennak evit gwelout, war an dorgenn all, ur siminal o vogediñ el liorzhoù glas.

Ar Run-Heol… Levenez…

– Poltred ar Gened.

 

Hag un abardaez, en ur zistreiñ d’an Ilvern d’an eur ma tave al laboused er girzhier, Rivanon a voe souezhet o selaou lammoù e galon : karout a rae ar plac’h yaouank bouzar ha mut, Levenez ar Run-Heol.

Diskenn a reas dre ar wenodenn, laouen hag ankeniet, e c’hwez vat ar serr-noz o tostaat.

Ar c’hloc’h a dintas e tour an iliz-parrez. An añjeluz o seniñ, a soñjas an arzour. Pa zilamme, avat, dreist ar c’hleuz en hent bras, e klevas div vaouez o komz etrezo, hag unan a lavare :

– An Aotrou Doue en deus roet dezhi ar parlant hag ar c’hlevoud.

Rivanon a voe ret dezhañ azezañ ouzh ar c’hleuz.

 

Ya, gwir o doa lavaret ar gouerien pa anzavent ne vije ket chomet mui gwall bell Rivanon en o bro.

Antronoz vintin, an arzour a oa aet kuit. Ne c’hellas ket padout hiroc’h en Ilvern, gant ar c’hloc’h o tintal e kañv, en draonienn. D’ar gêrbenn e tistroas, mantret ha gloazet.

Ne c’hello biken livañ poltred ar Gened.

E vignoned ouzh e welout a voe laouen-bras. Rivanon avat, ne oa en e galon nemet melkoni hag hirnez.

 

Devezhioù a dremenas hag an arzourien a glaskas gouzout petra oa deut adarre o mignon da vezañ. Ne veze gwelet e nep lec’h, nag en ostalerioù war an deiz, nag, en noz, er c’hoarioù pe er festoù darempredet.

Rivanon en doa prennet dor e di, hag e laboure hep astal ; ha pa zeue unan bennak da c’houlenn digor, ne veze respont ebet.

Ar vuhez a darzhas war al lien e daoulagad hiraezhus gwerc’hez ar Run-Heol.

 

Ne ziskouezas Rivanon ar poltred-se da zen, na zoken d’e vrasañ mignoned. Bemdez avat, e selle outañ, pe gwelloc’h, e selle outi, rak e gwirionez e oa Levenez hec’h-unan adsavet d’ar vuhez.

Adalek neuze e teuas Rivanon da vezañ laouen. Pa c’houlenne, avat, e vignoned digantañ perak ne live mui e tarzhe ur mousc’hoarzh trist war e vuzelloù ha ne responte ket.