Arneñv

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Gwalarn
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
n°110-111, 1938
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

El liorzh broutac’het, ar rozegoù
A stou d’an douar o bleunioù limestra ha divi.
El liorzh broutac’het, ar bleunioù
Zo stouet ha difiñv, evel pa vezont o pediñ.

E poultrenn an alezioù… mezv
Gant heol tomm pe wad berv,
Al labousedigoù en em dag etrezo,
Gant c’hoant en em barat.

En oabl skedus ha goret e pign ur goumoulenn :
Koumoulenn ruz… Ha glav hag avel ’vel anken.
Ar rozegoù ruz a stou o fenn hag a gren
Gant an arneñv o tremen.

Al labousedigoù simudet war o c’hlud
A zo tamolodet an eil ouzh egile.
Selaou a reont,
Endra m’emañ an avel o c’hoari en o fluñv.

Ul luc’hedenn a darzh skedusoc’h eget an heol
...............................ur wennili,
........................................
..........................................

Pellaet eo an arneñv.
Laboused bet ankeniet, moarvat,
A gan hep krediñ…
Dreist ar c’houmoul, pa groze an arneñv.

Hag e tigoran va fenestr bras.
Ar goukoug,
Ar wech kentañ er bloavezh-mañ,
...............................