Tenner mouded Yun Elez

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 29/07/1917
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’an aotroù Joncour, skeudenner

Da viz mae, mintin mat, en e veg ur c’hornig,
Ha dindan e gazel peurvuiañ ur balig,
Alies diarc’hen, e kerzh war-zu ar yun
E-lec’h ma vez kavet bep devezh eus ar s’un
En un toull kailharek, kuzhet betek e chouk :
A-wechoù ne weler nag e benn nag e c’hoûg.

Un dro, en ur ziskenn eus a venez Forc’hen1
Anavezet e Breizh en abeg d’e dorgenn,
E c’hoantaen klevet gant un tenner brudet
E petra e soñje en e boulloù mouded.

« Gouzout a ran ervat ez oc’h den galloudus,
Met bez’ eo ho labour kement-se talvoudus ?
En ur vro paour e koad, pet hepdon, er goañv,
A varvfe gant ar riv, na boazfe ket o c’hoan ?
Me a vefe ev’rus m’em befe mignoned ;
Perak, eta, ez on gant an holl disprizet ?...

« Kemeret ’vit un teuz, ur morian, un touseg,
Gwall gaset gant e-leizh, gant meur a vabouzeg,
Betek da eur va fred, pa zebran va zamm kreun,
War vord va zoull mouded, pe e penn ur feunteun ?

« Me a garfe bevañ e-touez ar re all,
’Vel un den a-zoare ha nann un aneval...
     Bremañ n’em eus, siwazh !
     ’Met dispriz, ur wech c’hoazh ;
Ha, ’vit kompagnunez ar sparfilli treitour
O plavañ misterius, pe evel ur barnour,
Ar gerc’heiz dianket o repoz war un troad,
O yudal en oabl brizh ul labous divroad...

« ’Vel-se, pa gouezh an noz war gribenn ar mein glas,
’Tilezan va labour evit mont d’an hent bras ;
Ha bep gwech ’n ur bellaat gant mall diouzh Yun Elez,
’N em gavan disammet ha leun a levenez ;
Drant, va fenn a savan, c’hwibanañ ’ran d’ar bed,
Kanañ a ran d’an neñv, mousc’hoarzhin d’ar stered ! »

 

1 E Brenniliz, Menez Forc’hen a zo anavezet e Breizh abalamour d’e dorgenn vrudet.