Pa dinto ar c’hleier
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
d’an itron Carrer
Pell diouzh tourni ar bed, diwar Roc’h Stumenven,
Edon oc’h evezhiañ, e dinaou ar savenn,
Ouzh poelladoù an den el lannoù Breizh-Izel
Evit kreskiñ e vad ha reiñ d’e vro skoazell,
Pe glevis, d’ar pardaez, e parroz Sant-Riwall,
Ur c’hloc’hig o son glaz d’ur vaouez didamall,
Marvet ’n ur wilioudiñ daou vugelig gevell,
An navet ha dekvet a lakas da c’henel.
Ar re a oa staget gant o labour neuze
E-kreiz o douaroù, war gostez ar menez,
Raktal a ehanas, a lâras ur bater
’Vit ar mamm dremenet, merzherez d’he dever...
Ha, dre ma tostae an arched d’an iliz,
E stoue d’an daoulin pep maeziad ha bourc’hiz,
Deuet d’e ziambroug, hag, en hent, ar baotred
A daolioù gwialenn a harze o loened.
****
Ar c’hleier a dinto, un devezh, ’vidomp-ni,
Pa zeuio d’hon gervel ivez an Ankoù kriz :
Ra santor ur gridienn en eur-se, tro-war-dro,
Ra bedo unanet holl Gristenien ar Vro !