Doue, ho pet truez

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 16/04/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

          Gwelet a raimp hor soudarded er bed-mañ pe er bed all. Bezomp feal dezho, d’o eñvor, d’hor c’harantez evito...
          Tennet eus lizher ur plac’h yaouank

Ho pet truez ouzh an dud laosket war hor maezioù
Hep skoazell, hep sikour e-kreiz o holl boanioù !

Ho pet truez ouzh an dud, re vihan ha re gozh,
Pleget dindan o bec’h, ha dezho nep repoz !

Ho pet truez ouzh an dud, ouzh ar gwragez nec’het
N’eo bet ar vuhez c’hoazh evito ken kalet !

Ouzh o bugale baour ken dinamm, re yaouank
’Vit santout an diouer eus o zadoù a vank !

Ho pet truez, va Jezuz, ouzh ar mibien, ar gwaz
’Zo kouezhet en talbenn ! N’o gwelimp ken, siwazh !

Ho pet truez, va Doue, ouzh ar re o gortoz
Gant anken ha daeroù koulz en deiz hag en noz !

Ho pet truez ouzh ar re hon c’huitaas drant, laouen,
A zo bremañ marv war douar an estren !

Ho pet truez ouzh ar re bet skoet en asailh,
A zo chomet flastret dindan ur gwall vindrailh !

Ho pet truez ouzh ar re o deus a-raok mervel
Sellet karantezus war-zu o Breizh-Izel !...