Na ouelit ket !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 31/10/1915
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Gwriziennet e douar va bro,
Ha Breizhad a galon, mar zo,
Dindan bec’h disparti kalet
          Ne ouelan ket.

Ho kwaz, ho pugale dinamm,
Ho harp, ho nerzh, ho kwad, ho flamm,
A rank, maouez, diouzhoc’h tec’het ;
          Na ouelit ket.

Kerzhet a reont gant fiziañs,
Asur, e peoc’h o c’houstiañs,
Evit na vo hol Levr serret ;
          Na ouelit ket.

Evit miret, evit difenn
Hon holl vadoù ouzh un Estren
Fallakr, disleal, direspet ;
          Na ouelit ket.

Evit ma c’hellfe war ar mor
Hon listri merdeiñ digor
E pep ribl tro-war-dro d’ar bed ;
          Na ouelit ket.

’Vit d’ar Frankiz skediñ uhel
War barrezioù hon Breizh-Izel
Hag hon menezioù alaouret ;
          Na ouelit ket.

C’hoarzhit d’an deizioù evrusoc’h :
En dremmwel ’n em ziskouez ar Peoc’h,
An Trec’h gant an holl gortozet ;
          Na ouelit ket.

Ha gant hon soudarded marv
Un deiz ni holl en em gavo
’N ur bed all gant Doue – me ’gred !
          Ne ouelan ket.