E skleur al loar

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 04/04/1920
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

   da Ad. Goaziou, Kemper

Gwenn al lanneg ha gwenn an hent :
Kribell ar reier hag o dent
A zo renket er gwaremmoù
Evel skilfoù en ur genoù.
O skeud en em led war al lann
Heñvel ouzh bizied ur graban.
Soroc’h ebet, avel hepken,
A-hed, a-dro ne gavit den !
N’ez eus ket ur stad poaniusoc’h,
A-wechoù ne gredit mont larkoc’h
Ken welit o steredenniñ
Ar gouloù e prenestr un ti.
Neuze, seder e tiskennit,
Hag ho nerzh kresket a santit
’Vit tremen dre greiz ar gêrig
’Lec’h m’eo dihun pep lojennig.

Ar bed evidoc’h n’eo ket mut :
Adarre ’vevit ’mesk an dud !