Sant kozh ar feunteun
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
d’an aotroù Com, person Lennon
O tremeniad, salud, en deiz evel en noz,
Ar feunteun ’lec’h e vez unan eus hon sent kozh.
Eno, tost d’an elestr, e sav e zremm varvek :
Da dud ar maezioù eo ar gwellañ amezeg.
Keit ma reno warno, en o c’hreiz, ’n o spered,
Ar reol heuliet gantañ ne vo ket dilezet.
E-barzh en e neizh maen, dindan ar wall-amzer,
’Giz ur c’houer e c’houzañv glav, skorn, erc’h ha tommder.
Heñvel outañ, eo bet un den a galon aour,
’Vevas en izelder, peurvuiañ ’n ur stad paour.
Gant-se, dirak Doue, eo kreñv da reiñ sikour
D’an holl diegezhioù ha da bep tamm labour.
****
Aotroù person, c’hwi ’oar, e-barzh e ti Doue
Pep kristen a zeraou, a echu e vuhez,
Hag emaoc’h o tastum hon sent kozh preñvedet
E palez an Hini o deveus azeulet.
Ken galloudus ez int e gloar e Varadoz
Ma hen digorint deoc’h gant o gwellañ bennozh.
Da c’hedal, e kouskfet e-kichen ho kavell
’Lec’h ez oc’h bet ganet, e-kreiz Kerne-Uhel,
’lec’h m’eo ganet ho re, ’lec’h m’eo marvet ho tud,
’Lec’h ma vevit karet, ’lec’h ma talc’hor ho prud.