Er pradoù da vare ar ragain

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 18/08/1918
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’an aotroù moal, rener Breuriezh ar Brezhoneg, evit ar vugale

E miz eost, d’ar beure, e ranken diblouzañ,
Ur foued* lemm war va brec’h, em dorn un tamm bara,
’Vit mont gant va loened da beuriñ er pradoù
Dre hentoù don ha lous, bevennet a bontoù.

Pa em beze, c’hoantek, va bara echuet,
Heklev va mouezh skiltrus e oad sur da glevet ;
Eus ar c’hlizhenn dener, eus a skignoù an heol
Ne raen muioc’h a van eget un oan eus teol*.    [teal] 

Ma savfen diwezhad, an anevaled kaezh
O deve kalz taolioù abalamour d’ar bres
Da gomañs ar c’hoarioù : piked-ront, nav-bugel,
Redadeg, lostig-louarn, dreist pep tra brañsigell.

Miz gwengolo deuet, krennet an devezhioù,
Eus ar beure d’an noz e chomed er pradoù ;
Ganeomp, mesaerien, ar c’hiz a oa neuze
Kas ar merc’hed d’ar gêr, war-dro eur ar c’hreisteiz,
Da gerc’hat podoù yod, bouedig laezh pe soubenn,
En despet d’o yender atav debret kempenn.

’Vit berraat an amzer, da goulz mer’n alies,
E laeremp, er parkoù, patatez, karotez...
Keusteurenn ’veze graet ; amann ne vanke ket,
Ha, me hel lavar deoc’h, an diweuz a liped.

Penaos tremen hep doan finvezh an abardaez ?...
O lakaat da emgann loened dianavez !
Pebezh dispac’h, Jezuz ! am eus gwelet ’vel-se
Gant ul lagad seder, ur galon didruez !

Kouezhañ ’rae glizh pe c’hlav ; neuze ’barzh ul lojenn
Graet gant skourroù haleg, goloet a raden,
En em vodemp peurvuiañ, da selaou un den kozh
O kontañ marvailhoù a bade betek noz.

    N’eus stad ebet gwelloc’h
    N’eus amzer eürusoc’h,
    N’eo ket gwir, bugale ?
    Respontit hepdale.