an Troc’her gouzer e menez Are

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 19/12/1915
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ur c’hroc’hen maout war chouk e gein
Hag en ur podig pri e lein,
      Emañ war e droad
      En e votoù koad,
   Gant e falz war goubl e vrec’h,
   O vont war e bouez d’an nec’h,
         Er beure
         D’ar menez
      ’Lec’h ma rank ober
      E garrad gouzer*.    [litière = paille] 

   ***

   Diouzhtu e krog en e labour
   E-giz ar gwellañ devezhour,
   Ken e welit an drammoù
   Oc’h ’n em astenn a-renkadoù.

   ***

’Vel n’ Aotroù Doue pa grouas ar bed,
E laka ur c’horniad etre pep pred1 ;
      Skeiñ a ra war e vaen
      Gant e zirenn...
      O pebezh eur dispar !
      E-unan hel lavar :
            Neuze
         Er menez
      Eñ eo ar roue !
   Evel-se e zevezh a dremen
   Hep ma laoskfe ur glemmadenn.

   ***

   paourkaezh troc’her gouzer !
   ’N em ober d’e vicher
   ’Eo dlead an den fur...
   Te her goar, m’hen asur !!!

1 Un doare lavar a deu alies gant Kerneviz.