ar Marc’hadour buoc’henned

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    istor gwir

O tistreiñ a Gastell-Nevez,
E bourc’h Lokeored, un devezh,
Ur marc’hadour buoc’henned
A oa prest da vont da gousket
Pa welas o tont ur mignon.
Un den prizet e pep feson,
Marc’hadour kezeg d’e eurioù,
’Giz labourerien hor maezioù.
O anvioù ne lârin dec’h*,    [deoc’h] 
Evel-se n’em bo ket a nec’h...
Ur bannac’h a voe kemeret,
Pa ziskulias paotr e vuoc’hed
D’e genvroad un dra spontus :
« Ouzh da gavout ez on eürus ;
Hebdout ne vijen aet d’ar gêr,
Goude kuzh-heol, dre bont Kotter1.
N’em eus ket gwelet c’hoazh an teuz,
Met ken lies ’klevis ez eus !... »

    ***

Hon marc’hadour buco’hed, ’michañs,
N’oa ket re naet a goustiañs.

 

1 Etre Lokeored ha Brenniliz