Ar fornier a zeu a za
Evit mont da geuneuta,
’N ur zerc’hel ur forc’h houarn
     En e zaouarn.

Hag e-pad ma c’hor e forn,
War an taolioù e pep korn
Ar merc’hed, hervez ar boaz,
     A vesk o zoaz.

Kerkent ma vez an oaled
Ha rozellet ha skubet,
Warni ’teu d’en em renkañ
     Torzhioù bara.

Lâret ’vefe en ur c’hiz
Menec’h gwenn en o iliz
Oc’h azeuliñ o C’hrouer
     ’Troad an aoter.

Prim ar maen-forn ’vez priet,
’Keit ma weler ar merc’hed
O hejañ o zavañjer
     ’Benn mont d’ar gêr.

Da c’hortoz ar boazadenn,
Ar fornier ’ra e gempenn,
Pa na zeu tommder e di
     D’e vorediñ.

E labour a ra er bed
Hep skuizhañ e damm spered :
Ret eo din, o va mignon,
     Bezañ gwirion.