an Oc’hen er feunteun

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 01/02/1920
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Heuilhet gant un den kozh pevar ejen melen
A welis er garrhent goustadig o tiskenn
Evit dont da zourañ ’goueled penn-kêr al Lab,
’Lec’h e vez alies gant al loened diskrab.

An amzer a oa yen ; an oc’hen morzennet
A soube diegus o muzell en dour-red.
Koulskoude, ’vel kustum, o mestr karantezus
A c’hwibane dezho war un ton aketus.

Pa savjont ’n ur c’hwezhañ o genoù glaourek,
Pa ziskouezjont d’ar c’hleuz o fennoù fronellek
E klevis an den kozh sioulik o laouenat
Dre ma wele, moarvat, e loened o wellaat.

An eil hag egile, goude meur a ehan,
A zistroas d’ar c’hraou... Ha me da glask va c’hoan !