ar Falc’her

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 15/10/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

     d’an aspirant G. Creiz, eus a Litiez, er Fouilhez, medalennet war dalbenn ar brezel.

Daoubleget er blaenenn, e-kreiz korf e roched,
E benn noazh, ar falc’her, dindan an heol bervet,
Eus ar beure da noz, e-touez ar geot glas
Treuz-didreuz er pradoù ’zigor roudennoù bras.

Pa ehan ’vit lemmañ, harpet war dorn e falc’h,
’Lârfec’h ur brezelour leun a nerzh, a gendalc’h ;
Gouzout a ra, moarvat, penaos war ar bed-mañ
Hep poan n’eus ket a drec’h. E furnezh a veulan.

D’ar pardaez, en distro eus e zevezh skuizhus,
E kav e kuzh an daol ar plasoù enorus,
Karantez ar re gozh, doujañs ar re yaouank,
Lid gant an tiegezh, aked ha boued hep mank.

    ***

Heñvel ouzh ar falc’her, war dachenn ar brezel,
Te a ra da zlead dindan pleg hor banniel ;
Da skiant, da galonder ’ziskouez hent an enor
D’hor c’henvroiz vrudet a roy deomp ar viktor.

Ha pa zeui d’ar gêr, echu ar gwall stourmad,
Gant da vedalennoù, ennomp holl e vo stad.