Erc’h
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
d’an aotroù Monfort
Skleur ar mintin a luc’h war livenn-gein Are,
Goloet gant an erc’h kouezhet a-raok an deiz.
Den er-maez, er menez ; ar saout ’lezer er c’hraou.
Ar parkoù a chom mut, digeflusk an holl draoù.
An oabl gwer a hinon ; ne c’hwezh banne avel.
Er pellder ne glever ’met leñv ar gornigell
Hiboud an dour er wazh ’ziskouez hepken buhez ;
War veg ar bodoù lann e kaver, o truez !
Al labous enkrezet o krenañ gant an naon.
Ar bed zo sebeliet ’vel pa vefe e kañv* [K kaon]
En tu-hont d’ar c’hoadoù ar brini a-vandenn
War o eskell pounner a weler o tremen.
O vont war-zu ar Yun ’vit kavout da zebriñ
’N ur furchal en toulloù preñved ha loustoni.
Difonn war goad Mokun e sav un heol gorrek,
A ra steredenniñ kribenn ar Roc’h Vechek.
Ar c’hloc’h bihan en tour en deus tonioù klemmus
A ziñs en ur vervel e mouezh an Añjeluz.