Mouezh an dornerez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 05/09/1915
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pegen laouen e oamp e-barzh va ziegezh
O welet war al leur o treiñ an dornerez !

Va mamm, tost d’an oaled, he c’halon a dride :
War lein ar bern kolo va zad a vousc’hoarzhe1.

An eil hag egile, deredet d’hon sikour,
A gaved atav prest da ober pep labour.

Goude koan e kleved « Marc’harid »2 war an daol,
Ar wazed o lâret « Joa ha yec’hed d’an holl ! »

Da benn un deiz skuizhus ur banne gwin-ardant
Ne ra droug da nikun ’met d’an den diskiant.

Tanet mat ar c’horniad, ar re gozh ’zivize ;
Ar re yaouank neuze souden en em vode,

Ha prim ’lamme er-maez er » Porzh-Kloz »3 da zañsal.
Den ne soñje, moarvat, o gourdrouz, o zamall.

O deizioù evurus, re vuan tremenet,
Na pell ’on-me bremañ, pell diouzhoc’h tec’het !

    ***

Bep bloaz ’karan distreiñ e miz eost da’m menez,
’Vit kaout paouez da’m c’horf ha repoz da’m ene.

Ac’hane pa glevan mouezh ar mekanikoù
’N un draonienn, da serr-noz, e sioulder ar maezioù,

E welan a spered va gellañ mignoned,
Ken lies anezhe aet, siwazh ! d’ar vered...

Va c’halon melkoniet ’n em garg a enkrezioù ;
Trist ’ve va daoulagad, ’wechoù leun a zaeroù.

Mouezh va bugaleaj a glevan e pep son,
Heklev va yaouankiz e pep lec’h a ziston.

Ur vorenn c’hlac’harus a ziskenn war va fenn ;
Gounit a ran ar gêr, trec’het gant an anken.

    Sant-Brieg, 25 a viz eost 1915

 

1 atav e rae ar bern kolo
2 lesanv al litrad gwin-ardant
3 anv ti va c’herent