Glav Sant-Mikael

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 05/03/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Pa weler ar c’houmoul war duchenn Sant-Mikael
O redek hep ehan douget gant an avel,
Hag oc’h en em ledañ a-us da Yun-Elez
Evit gounit buan Bodveur hag ar Fouilhez,
Sur ar glav a gouezho, ur glav lous ha foetet...
N’oufen netra tristoc’h em c’horn douar karet !

Trempet holl ’teu an dud dimeus ar parkeier
Hag ar vugaligoù ’zastum o saouteier ;
Dour a ruilh er porzhioù. Ar yer en em vodet
Zo dindan ar c’hirri, o lostoù holl-gouezhet.
Ar c’hazh zo tost d’an tan ; war an treuzioù ar c’hi
’Sell gant nec’h ouzh ar maez o c’hwesha gant e fri.

Ar wazed pelec’h ’maint ? Er c’hreier, er c’hrañjoù,
O kempenn binviaj, ’trailhañ legumajoù ;
Ar re aketusañ, o daouarn ’n o bruched,
Da zourañ o fradoù ’ya buan en ur red.

Tro-war-dro d’an oaled, ’giz da evned ’n un neizh,
Pell diouzh al leur-zi yen hag ar mogerioù leizh,
Ar wreg, ar vugale a c’hortoz koulz ar goan...
Goude ’vo d’o gwele kaset ar re vihan.
D’e o mamm a lâro « Klevit war ar prenestr
Ar glav o tiverañ. Ma vefec’h en ul lestr,
Brallet war ar mor don, kaletat ’ve ho stad !!!
’Vit hon martoloded pedomp Doue an Tad...1 »

Neuze an dudigoù d’o mamm en em unan
Da c’houlenn o sikour gant Jezuz ha Sant Yann.

 

1 Evel-se e lâre din va mamm ouzh va luskellat pa veze gwall amzer.