Roc’h ar Salud
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
da F.-M. Bothorel
D’ar bemzek a viz eost, e mil nav c’hant unnek,
En em glevjomp da vont da bardon ar Releg,
Ur pardon ar c’haerañ, brudet-bras e pep bro,
Treger, Leon, Kerne, gortozet tro-war-dro.
Diouzh kostez ar C’hreisteiz an heol oa ken lintrus
Ma santemp er menez ar bignadeg poanius ;
Gant plijadur, eta, war al lein e savjomp.
Eno, hervez ar c’hiz, un ehan a rejomp,
Eürus er gouyender skignet e Breizh-Izel,
Kerkoulz er gwaflennoù hag el lec’hioù uhel.
Er poent-se, divroet, va spered, va memor,
A nijas, ’enep din, eus ar menez d’ar mor...
Diseblant e sellen ouzh ar roc’h arc’hantet,
A ledane he skeud war al lann alaouret,
Pa gleven er pellder mouezh trist ar gornigell,
E giz ur son klemmus douget gant an avel.
E gwirion’, ne welen, Frañsez, va c’hamalad,
Nemet hor mignoned - soñj en eur o c’himiad ! -
Aet amañ ha du-hont.. O c’havout a rin ken ?
Dalc’homp, da vihanañ, o eñvor da viken !...
***
Deomp war-zu ar Releg. En un draonienn dudius,
Gant pebezh joa ’teuer da veuliñ Mamm Jezuz !
Benniget ’ra vefet ’vit ho choaz koant, iskis,
Menec’h pe veleien, saverien hec’h iliz !
Gwechall ur C’hernevad, pe yaouank pe den kozh,
Ne dremenje Are anez ober ur poz,
Hep dont da zaoulinañ e-barzh Roc’h ar Salud,
Da lavaret « Hon Tad », « Mari, ni ho salud ».
Ma tistroe ur sell diouzh Mamm ar Vadelezh,
E vije ur sell dous, ur sell a garantez
Etre daou zen yaouank a bell zo prometet
A sante o tridal o c’halon teneraet.
***
D’ar Roc’h e tostaemp pa weljomp Braspardiz
O pediñ ’n he c’hichen ’vel e-tal un iliz,
D’ar c’houlz ma echuont ’n un ober sin ar Groaz
E chomomp sebezet... Den Doue ne nac’has :
Hon merc’hed ’n em renkas ’vit ober o fedenn,
Ni, paotred, gant respet, ’zizoloas ho penn.
’N ur bed leun a vister kentelioù kozh ar Feiz
’Zihune birvidik ’vit dasson en hor c’hreiz !
Roc’h ar Salud : etre ar Fouilhez hag ar Releg