Dindan ar gwez derv

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 19/03/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Gwechall, em farrezig, e oa war al leur-gêr
Pemp dervenn gantvloaziek. Dindan o brankoù kaer
E wented ’pad an eost. Hag, en hañv, d’ar sulioù,
Ouzh o zroad ’n em voded da c’hoari ar bouloù.

Da zevezh ar pardon, da goulz ar foarioù kozh,
Evel d’an euredoù, pa dostae serr-noz,
Tud yaouank a weled en o c’huzuligoù,
O biz bihan skoulmet hervez boaz hor maezioù.

Ne oa ket a c’hizh c’hoazh mont d’an ostaliri
Da glevet diotachoù ’n un evañ cholori ;
Dirak ar menezioù, e frankiz an dachenn,
Ur garantez parfet ’n em doued da viken !

Pa sone kloc’h nav eur e horolaj an tour,
Ur c’henavo tener, ur ger plijus ha flour
A zistone leal e don ar c’halonoù,
Ha d’ar gêr e tec’hed karget a huñvreoù.

Pep tra a dremen er bed-mañ, siwazh ! Ur gwall varrad avel a c’hwezhas war ar vro hag a bilas teir eus ar gwezennoù kozh. Gwerzhet e voe ar pemp dervenn... Va c’hoar garet, evit kaout un eñvor anezho, a reas ober tumenn siminal he zi nevez gant un tamm koad troc’het e derc’h unan eus ar gwez.