Gouloù deiz

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 27/07/1920
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’an aotroù Pennkêr, Lanvollon

Ar spern a-hed an hent ’lede o barroù gwenn,
Ar parkoù oa bleuniet dirazon hep termen ;
Er pellder e kleved o tihun ar maezioù,
An deiz o klask sevel o leun a huñvreoù.

Eürus e tremenen war garrpont ur stêrig,
Penn ha dremm distanet gant c’hwezh an aezhennig ;
Morse n’em eus merzhet kement, ’hed va buhez,
Kaerded ur mintinvezh ’pad an Amzer-nevez.

Biskoazh bugel laouen n’eo bet muioc’h boemet ;
Va c’horf ha va spered holl ennon oa lusket,
Pa zeuas ’n ur vodenn un evn kaezh da ganañ :
C’hoantaat a reas din youc’hal : Alleluia !

O mouezh digavatal* o saludiñ an deiz    [?] 
Ma’z aen va-unan da c’hortoz er menez,
Nag ar bleuñv, nag ar glizh, nag an dour o sourral
’Vel da notenn dic’hed ne’m lakas da dridal.

Enni ’felle din gwel’t gwelloc’h ’vit na glasken,
Ar pezh am eus ab’oe poelladet da gelenn :
O tiaraogiñ an heol d’an tieg e teskez
Na c’houfed re abred stagañ gant an devezh.