Nebeut a dra

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Nebeut a dra a vez a-wechoù kiriek d’ar grevusañ traoù ; hag evel-se, daoust hag un ulfenn dan n’eo ket gouest da lakaat an tan gwall a gregiñ en ho ti ? Ha koulskoude un ulfennig tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ta ? 

Lakaomp c’hoazh ho peus droug en ho piz bihan gant un draen pe ur gorig bennak. Ma ! Kement-se zo a-walc’h evit ober deoc’h klemm ; ha koulskoude un draen, ur gorig a zo nebeud a dra, n’eo ket ta ? 

Kement-mañ zo evit lavaret deoc’h ne vez peoc’h fonnus, n’ez a klok an traoù e tiez a zo, etre priedoù a zo, nemet pa dro ar bed en doare ma fell dezho. Anez, nebeud a dra a laka da sevel etrezo ; diwar un netraig e tiwan bec’h etrezo, ha re alies, siwazh ! kroz ha kurun, tan ha brezel. Ma ne gredit ket, selaouit ! 

Gwechall (hag abaoe n’eus ket ken pell-se, rak me n’on ket c’hoazh deut war an oad), gwechall a chome em farrez daou bried yaouank. Nevez dimezet e oant, ha ne oa deut c’hoazh netra betek enno ; en ur gêriadennig distro e vevent e disoursi bras ha dinec’h, didrouzig hag eürus. 

Paskolig, an ozac’h, a veze bemdez o tevezhiañ war ar maez ha ne zegouezhe er gêr nemet da glask e goan, e wele hag e wreg. Houmañ, Soazig, a yae e amzer ganti da soursial ouzh he buoc’h, da gempenn he sammig tiegezh, ha da beñseliañ, da daponañ dilhadoù ha krezioù. 

Pep hini anezho en em emelle eus e draoù, hag evel-se ne veze ket reuz ganto. Un draig o doa divizet kenetrezo pa’z oant dimezet : penaos pep hini d’e dro a rankje gwelc’hiñ ar skudelloù goude koan. Kement-se oa nebeud a dra, emezoc’h, rak n’edo nemet div skudell da deurel ur bannig dour a-dreisto. N’eus forzh, dont a reas an ampoent hag an nebeudig-se a dorras ar peoc’h a rene etre an daou bried. Rak, un sadornvezh da noz, Paskolig ha Soazig o doa koaniet gant yod kerc’h silet, ha laezh mesk fresk o tont eus ar ribod. Ma, goude koan, hag hep lavaret grik, an ozac’h a lakaas un tammig tan war e gorn-butun da vogediñ toulloù e fri, hag ar wreg a grogas en he labour da ober ur vrochennad stamm bennak. Hogen e-pad ar c’houlz-se, dilerc’h koan a chome war an daol ; ar chidouarn, un tammig yod c’hoazh en he strad ha kresten eus he c’hantennoù, ar skudilli, al loaioù. Met hepdale mouezh Paskolig a savas rustoc’h eget m’edo boazet : 

– Poent eo diskubañ an daol, tanfoeltr ! emezañ 

– Piv a zo o c’hortoz ? a respontas Soazig 

– Da dro eo, me ’gred mat : dillo, kemer an torch skaotañ, ha didrouz ! 

– N’eo ket va zro, eme eben ; daoust ha n’eo ket dec’h oa bet da goan avaloù-douar en o c’hroc’hen ? 

– Foei ! Me ne ran forzh gant kement-se, na gant patatez, na gant o flusk ; met dec’h e oa ar gwener, ha me eo a walc’has ar stalikerezh, soñj am eus re vat ! 

– N’eo ket gwir ! 

– A zo gwir ! 

– Nann ! 

– Eo ! 

– Selloù du a rajont an eil ouzh egile, met aze e chomjont, ha gwell e oa se. Ma vijent bet primoc’h, an eil hag egile, e vijent bet aet pelloc’h, ha diwar nebeud a dra koulskoude. 

Goude ur pennadig peoc’h, teod Soazig a yeas en-dro, rak kavet he doa un dra bennak. 

– Ma, emezi, peogwir n’omp ket evit en em entent, Paskolig, setu amañ ar pezh gwellañ hon eus da ober : an hini ac’hanomp a gomzo da gentañ, a lavaro ar ger kentañ, hennezh a walc’ho ar skudilli hag a ziskubo an daol, n’eo ket fenoz, n’eo ket ur wech na div wech, met evit atav, ken alies gwech ma vo ret ober. 

– A zo gwir, a lavaras Paskolig. Emaout war ar pare ? Neuze emaomp e-barzh ! 

Ha diwar kement-se ne oa mui ger ebet etrezo. Soazig n’edo ket seizhdaletoc’h evit lavaret ha sammig Pater ha pignat er gwele-kloz. Paskolig hen, a reas da gentañ un hanter-dro er-maez da… welet an noz, a-raok mont da c’hourvez a-hed o hini gozh. Met hini anezho ne grede tintañ ger ebet, gant aon da gaout bemnoz an traoù da ziskubañ diwar an daol… 

Antronoz e oa ar sul : an daou bried a chomas da ober o c’housk mintin. An heol oa uhel hag e oant c’hoazh o vouetañ ar c’hwenn dindan o golc’hedoù pell… Koulskoude tud, bet en oferenn vintin, en un dremen a-bioù da di ar c’houskerien, a souezhas o welet c’hoazh prennet dor ha prenestr. 

Tin Vras, pe Mestr al Lantiked (n’em eus ken soñj mat a-walc’h, rak divemor e teuan da vezañ gant an oad) a bountas da gentañ war an nor ; hag e-giz ne responte mouezh ebet a-ziabarzh an ti :

– Divarc’homp an nor, eme Kolaig Muzelleg, ha deomp e-barzh da welet !

– Nann, nann, kant gwech nann, eme Gaidou ar Gapenn, dre ar prenestr eo klokoc’h mont e-barzh !

Ouzh he c’hlevet, Jakez Tort, kemener laer an Ti-All, ur skrivelleg uhel war e zivesker, a savas e c’har gleiz hag a-daolioù botez e vrevas gwer ar prenestr. Kerkent Noun Lopez ha Yann Cheulk, daou viliner-brenn, a bignas a-c’haoliad er prenestr, a lammas en ti hag a zibrennas an nor a-ziabarzh. 

Ken buan al lojennig a oa leun-leun a dud. En em gaout a rae eno, ouzhpenn eget ar re am eus anvet, Lan Gabouig ha Lomig C’hoarzhato ; Maoutig Kernoc’h ; an aotroù C’hwezhfall eus maner an Avaloùdouar, gant e ziv verc’h, Che ha Moumoutig, kazel-ouzh-kazel ; Gabriel ha Visant Pibenn, tomm an heol ganto ; ha me ’oar-me, piv oa c’hoazh ! 

Ha petra ’gav deoc’h e weljont e-barzh an ti ? An daou berc’henn en o gwele : Soazig troet ouzh ar speurenn, ha Paskolig e benn gantañ skoachet mat dindan al liñser. 

– Petra, marv ’int ? eme Lomig C’hoarzhato. 

Paskolig a ziskuizhas e benn a-zindan an dilhad, ha Soazig a zistroas e selloù du. 

– Bev ’int c’hoazh, eme an holl, rak fiñval a reont. 

Jakez Tort, kemener laer an Ti-All, a savas e vouezh : 

– Ac’hanta, melfed krogennek, daoust ha n’eo ket poent c’hoazh didoullañ alese ? Respontit deomp, n’ho peus ket mezh chom keit all amzer da skuizhañ en ho kourvez ? Satordallik ha pluskderv ! Lavarit deomp un hanter ger bennak, e-lec’h diskorbellañ ken spontus ho taoulagad, e-giz pa vefec’h o klask lonkañ kement hini ’zo ac’hanomp, an eil war-lerc’h egile !… 

E-barzh ar gwele kloz, hini ebet na ziserras e rann. 

– Bi… Bi… Biskoazh kement all ! eme Lan Gabouig a oa besteod hag a saosnege un disterañ. Chi… chi… chaka gurun ! pe… petra c’hoarvez ganto ? 

Che, merc’h an aotroù C’hwezhfall a ziskordas da c’hoarzhin ken na dregernas ganti skudilli, loaioù ha jidhouarn war an daol. 

– N’eo ket souezh, emezi etre daou bannad c’hoarzh, poan gof o deus o vezañ debret re a yod dec’h da goan : setu aze o dilerc’h war an daol. 

An holl a c’hoarzhas d’he heul, met Paskolig ne reas [ez]van ebet evit se, na Soazig kennebeut, ha setu ma savas aon gant an holl :

– Ar re-mañ a zo mut, kollet ar c’homz ganto ; piv ’oar, marteze ez eus un dra bennak aze dindan. Daoust ha ne vefe ket Paol Gornek, Paolig Lost-Hir, o c’hoari e baotr war an daou-mañ ? Eo, sur a-walc’h, rak sellit pebezh tres divalav zo gwisket warno !…

Hag en ur soñjal kement-se, ar wazed a chome nec’het bras ; hag ar merc’hed, strafuilhet holl a lakae sin ar Groaz en o c’herc’hen buan ha buan.

– Ha ma redfe unan bennak ac’hanomp da gerc’het ar beleg deoc’h ? a c’houlennas Moumoutig digant an daou vud.

Paskolig ha Soazig a sellas an eil ouzh egile, met ger ebet ne gavas an hent da zont diwar o muzelloù. Hag an aon hag ar spont a greske e-kreiz ar wazed ; hag ar merc’hedoù a grene e-giz ur bern delioù sec’h ; ha Jakez Tort, kemener laer an Ti-All, ar skrivelleg hir e zivesker, a dennas botoù ha lêroù evit redek da glask ar beleg.

Ne oe ket pell gant e dro. « Peoc’h d’an ti-mañ, eme an aotroù person en ur zegouezhout, bennozh Doue d’ar re vev, ha repoz vat d’ar re varv ! » Hag e tostaas ouzh ar gwele.

– Penaos, va mignoned, ar fall a zo kouezhet a-dreuz war ho korre ?

Er gwele kloz grik ebet morse ! Met Gaidou en em gargas da respont :

– Nann ! aotroù person ; ne gomzont mui… an Diaoul zo warno ?

An aotroù person a arvestas pizh outo.

– Ya, emezañ. Un diaoul mut. Ma ! evit kaout o yec’hed en-dro, ret e vefe kinnig un draig bennak d’ar sant ha d’hon iliz : ul lur amañ, pe gentoc’h div, hag ur c’hrez dilhad !…

Div verc’h an aotroù C’hwezhfall eus maner an Avaloùdouar a furchas a-zevri an armelioù. Paskolig a selle outo gant poan, e-giz ur c’hlañvour toc’hor, c’hoant dezhañ da gomz hep gellout lavaret an disterañ ger ; Soazig, en he c’hoazez, a grogne he gwalc’h, hag he selloù du a bare war an div furcherez divergont. Moumoutig he doa pourmenet he c’hrabanoù furch-difurch en armel laezh.

– Setu aze, aotroù person, emezi, ne gavan ket ur begad amañ en ti ; met un dousennig vioù am eus dineizhet, ha m’ho pefe ar vadelezh da ginnig anezhañ d’ar sant da c’houlenn digantañ evit an dud keizh-mañ bezañ pareet, pe bezañ da vihanañ diboaniet abred.

An aotroù person a gemeras vioù ar sant !

Che a oa war he daoulin o turlutañ en armel all hag o turiañ da vat an dilhadoù hag ar c’hrezioù.

« Setu amañ, aotroù person, emezi, ur rocher madik a-walc’h ha, mar karit gwerzhañ anezhi e profit ar sant, dalit, emañ hi aze !

Hag an aotroù person a gemeras roched ar sant. E oa o treiñ da vont er-maez gant vioù ha roched, pa zilamas Soazig en he fatenn war bank he gwele.

– Hep ! pep ! pep ! emezi, lezit an traoù-se amañ, mil gutes ! Restaolit deomp roched eured Paskolig, ha vioù va yar velen !

Paskolig a dennas neuze e benn er-maez hag, en ur c’hoarzhin, a lavaras d’e hini gozh :

– Ac’hanta, Soazig, ur vaouez n’eo ket mestr d’he zeod ; gwisk dillo da zilhad ; ar chidouarn zo aze war an daol ouzh da c’hortoz, rak komzet ec’h eus da gentañ, ha te an hini a ranko bemnoz skaotañ an traoù !

Hag e tisplegas dirak an holl perak e oant bet mut o daou, ur pennadig. Kement hini a oa en ti a sailhas da c’hoarzhin e walc’h, hag an aotroù person zoken ne chomas ket war-lerc’h ar re all.

Soazig a wiskas he brozh, ha mezhek an tamm anezhi, en em lakaas da ziskubañ an daol. Da vihanañ, mar he doa kollet war an tu-se, war an tu all he doa gounezet, rak miret he doa ouzh vioù he yar velen ha roched eured Paskolig da vont gant ar sant.

Evel-se emañ va c’hontenn, lennerien ; kredit anezhi ar pezh a garoc’h ; met, lavaret din, daoust ha n’eus ket aze kalz a reuz diwar-benn « nebeut a dra » ???