Va mestrez
- ar C’havell hag ar bez
- an Den dall
- Breizh kristenez
- Pried ar martolod
- Hentoù kozh va c’hêrig
- Pedit evidon !
- Hirvoud
- an Nevez-Amzer
- ar Vogedenn
- Mouezh ar c’horn-boud
- Tiñsit, brallit, sonit, klemmit
- Nevenoe
- ar Sorserez
- Hor c’harantez
- an Divinourez
- Bugale Breizh !
- D’an tier
- Gouelvan
- Hon daou
- Kemper
- Kousk ar Mabig Jezuz
- Kroazioù...
- Va mestrez
- War an hent
- an Hent
- Pesketour Breizh-Izel
Me ’meus dibabet ur Vestrez,
Ur plac’hig koant, ur bennhêrez.
Setu me ’kichen ar prenestr,
E-lec’h ma kouske va mestrez.
– O va mestrez, digor an nor ;
Da servijer ’c’houlenn digor.
– Ma tigoran d’ar poent-mañ noz,
Digant va zad me am bo kroz.
« Digant va mamm, ne lâran ket ;
Met klaoustre e vefen fouetet !
« Kit d’ar marchosi da gousket,
Rak an nor na zigorin ket.
« Warc’hoazh vintin c’hwi ’deuy en ti ;
Me ’bourchaso deoc’h dijuni.
« Me ’bourchaso deoc’h dijuni :
Soubenn al laezh ha vioù warni.
– N’eo ket da glask soubenn al laezh
’On deut amañ, va gwir vestrez.
« D’ober al lez ha da’z koulenn
Digant da dad, da wir berc’henn.
« Digant da dad, digant da vamm,
Diganit-te, mard out kontant.
« Tri re votoù am eus uzet
O tont dre amañ da’z kwelet.
« Emañ aet fall ar pevare ;
N’ouzon ket c’hoazh da zoare.
– Ah ! m’ho peus damant d’ho potoù,
Lakit ober ur galochoù.
« Ur galochoù, re hir ha moan,
A vo mat deoc’h d’uzañ ho poan.
« Ur galochoù ledan ha berr
A vo mat deoc’h da chom er gêr.
dastumet gant Eostig Kerineg