Filhor Paolig a Gersatan

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Bloaz a vije a-benn dilost miz Genver abaoe ma oa dimezet Per ar Paour gant Soaz an Dienez ; ya, a-benn pemzek deiz e vije bloaz abaoe ma oant deut da chom en ur penn-ti, sko e-kichen Maner ar C’hagn, e-lec’h ma veve aotroù an Didruez. Madik a-walc’h ez ae an traoù en-dro gant an daou yaouank, abaoe o eured, Per o tevezhiañ tost ken alies ha bemdez, er c’hêrioù a-ziwar-dro ; ha Soaz, diouzh he zu, oc’h ober war-dro an tiegezh, hag a-hent-all o c’hounit ur gwennegig bennak ; rak un tammig edo kemenerez, ha pa c’helle kaout labour gwriat, e laboure.

***

Siwazh ! da zerc’hent an Nedeleg, ar gurun a strakas a-zioc’h o fennoù. Pengwennig, ar vuoc’h hag o doa gellet prenañ gant o espern, dre galz a boan avat, Penngwennig a zegouezhas dezhi mont dre laer da beuriñ e foenneg Maner ar C’hagn ; an Didruez he gwelas, ha pim ! e tennas warni... Tristidigezh ! Petra d’ober er penn-ti bremañ e-pad ar goañv kalet, hep berad laezh, na begad amann ? Dioueret, a dra sur ! Met, mard eo aes lavaret ar ger, gouzañv an dra a zo tennoc’h. Hag ouzhpenn-se, nec’h o doa a-hent-all, rak hepdale, eus an eil devezh d’egile, e-lec’h daou, e vijent tri o chom er penn-ti.

Un devezh eta war ar gentañ sizhun a viz Genver, Per ar Paour, o tevezhiañ gant Herri ar Marichal, a oa bet kaset gant hemañ da droc’hiñ mouded du-hont e lanneg Poull-ar-Brini. An deñvalijenn en em led abred d’ar c’houlz bloaz-se ; hag an devezhour a oa war-nes diskregiñ diouzh e labour, ha klask penn an hent da vont d’ar gêr, pa welas o tont etrezek ennañ un aotroù.  Ya, mar plij, un aotroù ! Kentañ m’her gwelas, e kavas warnañ stumm an Didruez ; hag ur soñj fall a bignas d’ar red d’e benn : ober e stal dezhañ. Un taol meur dre gostez e benn, prim, hag e tiskarfe d’an douar an Didruez, e-giz m’en doa diskaret hemañ Penngwennig en devezh all. Met nann, n’eo ket aotroù Maner ar C’hagn an hini eo, rak an Didruez a zo anezhañ ur c’hof bras don ha tev, war un divesker berr, e-giz un irvinenn war he gwrizioù moan ha bresk, ha du liv e zremm e-giz revr ur bilig krampouez ; e-lec’h an diavaeziad-mañ a zo ruz e vlev, ur fri moan hag hir e-kreiz un dremm eskernek, ha barv ruz-tan dindan e chink. C’hwezh an dev a deu dioutañ, a lavarfed.

– Ac’hanta, devezhour, emaout o vont d’ar gêr gant skuizhder da zevezh ?

– Ya, eme Per ar Paour, e varr war e skoaz ; mont a ran da welet penaos emañ va gwreg ganti du-hont.

– A ! ya, gwreg a teus ; bugale ivez marteze ?

– N’em eus ket evit c’hoazh.

– Nemet e c’hellfes kaout marteze ?

– Hag hep dale pell, marteze, e-giz ma lavarit.

– Ha ! Ha ! eme an aotroù ruz, c’hwezh ar suilh ouzh e heul ; m’am bije bet amzer da chom dre amañ, em bije goulennet diganit bezañ ar paeron. Petra ’lavarez ?

– Me ? O ! me, netra ebet. Nemet marteze va gwreg...

– Da wreg ? Da wreg zo er gêr, mat du-se. Klev ’ta, mar karez neuze e vezin ar paeron, hag a-benn un dek pe zaouzek vloaz ac’hann, pa vo deut ur c’hrennard anezhañ, e kasin va filhor ganin da’m maner. Graet eo ar marc’had ?

– Ar marc’had a vefe graet, rak mat a-walc’h eo marteze ; met va gwreg ?

– Ur stal gaer ; da wreg eo da wreg, ha n’eo ket te eo.

– N’eo ket me, nann, gwir ; met ar gwreg eo hanter ar gwaz.

– Gaou !... Marc’had graet, ya pe nann ?... Ma’z aimp du-hont betek ostaliri Kabouig da gemeret un dra bennak ; rak an tan a zo em gourlañchenn hiriv. Ya pe nann ?...

– Lakeomp ya, neuze.

Hag ez eont o daou da evañ.

En ur zont er-maez, a-raok lavaret kenavo an eil d’egile, an aotroù ruz a ziskrabas an hent bras a-ziwar c’horre gant e votez, hag a zic’holoas kerkent ur yalc’had aour.

– Del ! devezhour, setu amañ evit va filhor da zont. Dalc’h soñj ! A-benn un dek pe zaouzek vloaz e tistroin d’e gerc’hat. Ac’hann di, mar en em gavez e diouer, goulenn sikour digant paeron da vab, an aotroù galloudek Paolig a Gersatan...

Souezhet, sebezet, goude kenavo, Per ar Paour a droas kein evit dont d’ar gêr. Kerkent e klevas ur c’hoarzh trenk, skiltr, roc’hellek, hag un tenn o strakal pounner d’en heklevioù. Distroiñ a reas e benn : roud ha merk ebet mui eus an aotroù ruz ! Tra, tra, nemet c’hwezh an dev o flaeriañ muioc’h-mui. Ha Per prim ac’hano d’ar gêr, hep chom da varc’hata, troet e souezh en aon !... Paolig a Gersatan, soñjit ’ta, tudoù ! Soñjit ’ta !...

***

En ur zegouezhout er gêr, Per ar Paour a gavas, ouzh e c’hortoz, ur mabig bihan nevez ganet. Met siwazh ! diwar an taol-se, e wreg Soaz a chomas pell da stlejañ war he gwele ; ne deuas ket ar yec’hed dezhi, ha bloaz bennak goude Per a oa intañv ; hag alies e rankas furchal e-barzh yalc’h Paolig a Gersatan evit sevel ar paourkaezh minor Erwanig. Rak Erwanig eo e oa bet anvet ar paotrig, hep derc’hal an disterañ kont eus anv Paolig an Daonet, en doa c’hoant da gaout anezhañ da filhor.

***

Koulskoude Per a chome pouez ar yalc’had aour da vec’hiañ e goustiañs ; ha n’eo ket hep keuz e wele ar bloavezhioù o vont bep eil da gouezhañ e donder puñs distradet an Amzer dremenet : ha koulskoude Erwanig, dre ma kreske en oad, a greske ivez e furnezh : gouzout a rae e gatekiz eus ar penn d’al lost, ha desket bras en doa lenn ha skrivañ a-benn e zek vloaz. — Koulskoude keuz ha glac’har an tad, hag emichañs ivez pedennoù ar vamm eus lein an Neñvoù, a deneraas kalon sant Erwan ; ha setu  un nozvezh ar sant mat da zihuniñ Per ar Paour diwar greiz e bennad kousked ; « Dihun, Per, ha bez dizaon : me eo Erwan Helori

          Bet gwechall breutaer,
          Met hep bezañ laer.

ar pezh a souezhas pobl Treger ! Ret eo din diwall va filhor Erwanig, peogwir e teus roet va anv da’z mab. Bez dizaon, me ’lavar ! A-walc’h e vo dit roiñ da Erwanig ar vazh-mañ, ur vazh korz kleuz ; karg ar vazh a zour benniget ; lavar da’m filhor derc’hel tost dalc’hmat d’e vazh, ha pa deuio an diaoul d’e glask, skuilhañ dour benniget war al lostek-se, ha ni a welo pehini eo ar gwellañ paeron, pe me, pe Paolig a Gersatan ! »

Per, diskredig un tammig, a soñjas « Dal ! Nemet un huñvre n’em eus graet ken adarre ! » Met antronoz vintin, pa baras ar sklêrijenn, neuze e kredas en doa e gwirionez gwelet sant Erwan, rak ar vazh korz a oa harpet ouzh ar gwele. Ha Per da drugarekaat ar Sant, ha da genteliañ Erwanig.

***

D’an abardaez zoken, Erwanig hag e vazh korz a oa o tont eus ar c’hatekiz. Degouezhet e-kichen Maner ar C’hagn, e klevas ur c’hoarzh a-dreñv e gein, ha pa droas dispont e benn, un diaoul, stummet divalav a-walc’h evit-se, a lavaras dezhañ :

– Me zo deut da glask mab Per ar Paour da zont da gaout e baeron.

– Me eo mab Per ar Paour ; va faeron zo er baradoz.

– He ! Eh ! He ! Bet eo er baradoz a dra sur, met n’emañ mui, rak me zo deut kuit ivez war e lerc’h, ur pennad brav a zo ; ha bremañ emaomp du-hont e Maner Kersatan. Deus buan ’ta da gaout da baeron.

Hag al losteg daonet a fellas dezhañ kregiñ e brec’h ar paotr ; met Erwanig a lammas a-gostez, a skuilhas warnañ ur berad dour benniget eus e vazh :

– Kerzh, emezañ, da lavaret da’m paeron e tle bezañ bras a-walc’h da zont e-unan da gerc’hat e filhor !

Kristenien ! Mevel Paolig a zifretas kuit ac’hano davet e vestr  ! Hag hemañ pa zegouezhas e vevel d’en em glemm hep bezañ graet e gevridi, a sankas don dezhañ e forc’h houarn ruz etre e c’haol. Diouzhtu daouzek losteg all a oe karget a-nevez eus ar gevridi, hag an Diaoul Kamm a oe lakaet d’o bleinañ.

O welet un hevelep strollad o tegouezhout, Erwanig a lavaras d’ar c’habiten :

– A ! Paourkaezh kammig, berr e c’har, ne dalveze ket dit a boan dont betek amañ. Graet eo va soñj ganin da vont !

Hag eñ en hent gante.

E Kersatan e oa ur gampr evit Erwanig pa zegouezhas.

– Penaos ? eme paotr ar vazh korzh ; daoust ha n’eo ket kevnid a welan-me aze e korn ar mogerioù ? Petra ! Kempennomp buan ar gampr-se, lorgnez ; ha buan ’ta !

Ur vrizhadenn dour benniget d’o sikour ! Fentus e oa o gwelet o welc’hiñ, o stokiñ, o tiverglañ, o spurat, o tigevnidañ ; int a lamme a-wechoù betek ar solioù, ken ma chome o blev rostet stag ouzh an treustoù !...

Pa ehanas an abadenn, an Diaoul Kamm, eñ, na ehanas ket da vlejal evit-se, astennet penn-da-benn gant e gorf war al leur-zi. Ret e oe d’ar re all sevel anezhañ en e sav, ha neuze e oe gwelet e oa hanter-dorret e c’har vat gant ar paourkaezh diaoul ! — Hag en ur glevet kement a cholori, Paolig a Gersatan a zeredas d’ar gampr gant e forc’h ruz, da lakaat ar peoc’h, un toullad mevelien kornek war e lerc’h. Seizh mil malis a yeas don en e gorf entanet o welet e gabiten kamm e pe stad edo. E oa o vont da c’hourdrouz Erwanig ; mat ar paotr a grog buan er vazh korz, hag ur vrizhadenn dour benniget ivez d’ar Mestr-Bras. Nag eñ a lamme ! Nag eñ a yude kounnaret ken ma tistone forn an ifern dindan e c’harmoù roc’hellek ! Ar ferc’hier-houarn o vont en-dro, an diaoulien an eil o toullgofañ egile. Tud keizh !...

Hag evel-se Erwanig a oe lezet da zistroiñ d'ar gêr ! — Nemet antronoz vintin e savas keuz da Baolig.

– Penaos ? Penaos ? emezañ, me, Mestr ar Forn, a vezo devet gant ur mec’hieg evel-se ? Hag ur filhor din ouzhpenn-se ? O ! O ! nann, ne vezin ket emichañs, m’hen tou war va forc’h, va lost ha va c’herniel !

Hag e tibabas un toullad eus ar gwellañ, ar gwashañ, ar c’hrishañ, ar spontusañ e-touez e vevelien, da vont war-lerc’h e filhor. Ha setu strollad an diaoulien lostek gant o ferc’hier houarn riz da glask penn ouzh paotr ar vazh korz.

Piv a oa en o fenn, a gav deoc’h ?... An Diaoul Kamm adarre, bizier loaek gantañ, abalamour d’e c’har vat hanter-dorret ha bloñset e-pad abadenn ar gampr. Ya, lavaret a rae, eñ, e teuje a-benn eus e gevridi d’an eil gwech pe e kollfe e anv, hag e karfe dont da vezañ kamm eus an daou du.

Erwanig, eñ, d’ar c’houlz-se, o welet an noz o vont bremaik da gouezhañ war e c’horre, a reas e soñj da vont da glask goudor en un tu bennak. Ar gentañ dor a gavas e oa dor ul lojennig, savet e gwasked un dorgenn, war bevenn ur c’hoad, e-giz un neizh gwennili savet e gwasked ur post dindan un doenn. D’ar c’hentañ taol a skoas e teujod da zigoriñ dezhañ, rak n’eus ket gwelloc’h eget ar paour da sikour ar paour. Un intañvez, yaouank c’hoazh, eo a veve el lojenn gant ur verc’h a zek pe zaouzek vloaz, plac’hig koant eus ar c’hoantañ. Ur skudellad soubenn an avaloù douar a oe fardet d’ar beajour yaouank ; ha goude koan hag e bedennoù, o vezañ ne oa nemet ur gwele en ti, ar paotrig a c’hourvezas war un duilh plouz.

E oa zoken e-kreiz an noz oc’h huñvreal d’e vazh korz ha d’e sant paeron pa zihunas gant ar c’hement a drouz hag a strak a leunie an ti. C’hwezh ar pilhoù suilhet hag an tont [?] devet a gleve ivez, ha neuze o tañsal e wele un toullad goulaouioù, a zaou da zaou, lugernus evel tan. Kerkent ma c’hellas enaouiñ al lutigenn rousin, neuze e welas piv a rae ar reuz.

– A ! gagnoù, emezañ, en ur sevel ; c’hwi adarre ? Gortozit ac’hanon ’ta !

Bzit !... Bzit !... An dour benniget er-maez eus er vazh korz.

– A-walc’h ! A-walc’h ! A ! Yaou ! a vlejas an diaoulien.

– A-walc’h ? eme Erwanig ; ya, met hepken ma teuit a-benn, a-raok ar gouloù-deiz, da sevel en-dro d’al lojenn-mañ ur maner eus ar c’haerañ !

– A-walc’h ! Ya, ya, ar maner a vo savet !

Emichañs sikour a deuas dezho eus Kersatan : mañsonerien, kilvizien, heskennourien, marichaled oa anezho ; betek ar mintin ne gleved nemet mein o trailhañ, morzholioù o skeiñ didruez, heskennoù o skrignat o dent, annoazoù o tiston, ha me ’oar, me !... Ar pezh a ouzon eo, pa strinkas an heol-mintin e vannoù kentañ dre an oabl, en-dro d’al lojenn, e oa war-sav ur maner dispar, mogerioù uhel gant dorojoù brasn en-dro dezhañ. En ur c’horn-tro, an diaoulien a c’hortoze bezañ lezet da vont ac’hano.

– Tostait amañ, gagnoù ! eme Erwanig hag e skuilhas warno ur vrizhadenn diwezhañ !

Ur cholori spontus a savas etrezo, kerniel an eil o toullañ egile. Gwashoc’h c’hoazh ! An hini kamm, brevet e c’har vat dezhañ etre daou pe dri damm, a oa ret dezhañ bezañ kaset d’ar gêr war ur c’hravaz daoubennek.

En un ober an nozvezh-se, a-benn ar mintin, Erwanig en em gavas koshaet ha deut da zen yaouank ; merc’h an intañvez ivez oa anezhi ur grouadurezh gaer, ur boked a yaouankiz. — Ur pennadig goude, amzer da Erwanig da vont da glask e dad, e oe euredet paotr ar vazh korzh gant e zousig koant. Lod a lavar zoken eo sant Erwan Helori a ziskennas eus lein an Neñvoù, da skoulmañ an div galonig yaouank. Ar pezh a zo gwir da vihanañ eo penaos, en o maner, nag Erwanig nag e bried na ankounac’heas morse e oant bet paour gwechall. Hag o daou ez ejont war-eeun tenn d’ar Baradoz, pa varvjont, dre sikour sant Erwan, petra bennak ma oa bet Erwanig ar Paour.

Filhor da Baolig a Gersatan.