ur C’haper droch

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ne fell ket din, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz. Nann, nann ! Pell ac’hano ! Krediñ a ran koulskoude ez eus dre eno un amziod, un hanter fur bennak, evel  el lec’hioù all. Ar C’haper a zisplegin deoc’h e zoare, ne oa nag eus Kledenn nag eus Plogoñv ; eus an Enez Sizun e oa genidik.

Gwenole Mellfaout (hennezh eo e anv) a ranke bezañ ganet da sadorn goude koan diwezhad, rak gwall skañvik oa e dammig penn dindan e gozh tog. Gwelet a reoc’h an dra-se hoc’h-unan pa glevoc’h an troioù divalav a c’hoarvezas gantañ, ur bloavezh bennak a zo, en un ober e dro e Kemper da zeiz foar vras Hanter Ebrel, daoust d’e wreg, Mari-Gaid.

Gwenole n’en doa gwelet betek neuze nemet dour sall, bili gwenn ha bezhin druz an Enez Sizun ; kent-se, pa ziskennas eus e vag war an douar-bras e porzh Douarnenez, e oa souezhet hag e chome sebezet, koulz lavaret, bep kammed ma rae.

- Setu amañ un ti hag a zo uhel avat, emezañ. Penaos an tanfoeltr e c’heller kaout plas a-walc’h, ichou a-walc’h, er-maez da sevel tiez ken bras-se ?

A bep seurt e lavare en ur vont gant an hent etrezek Kemper.

E-kreiz ul lanneg e welas ur vilin avel, gant he bannoù hag he ibilioù goloet a lien. Ar vilin n’ez ae ket en-dro d’an ampoent, hag he bannoù a chome e kroaz.

– Biskoazh kement all ! eme Gwenole, petra eo an istrogell-se ?... A ! e pelec’h e oa va sammig spered ganin ? Soñj am eus bremañ, war an douar-bras e kaver kalz a groazioù ; sur a-walc’h hounnezh a zo unan anezho... Me ho salud, Kroaz va Salver !...

Hag ar C’haper o vont war benn e zaoulin da ober ur pennadig pedenn, rak un den a feiz bev e oa, daoust dezhañ bezañ hir e zivskouarn !...

War-dro ar c’hreisteiz, Gwenole a zegouezhas e Kemper. Kristenien, nag eñ a zigoras du-se frank e c’henoù e kêr Sant Korantin ! Da gentañ tra, e reas an dro da blasenn al loened-korn.

– Nag a saout, emezañ, souezhet a-grenn ; nag a saout, paotred paour ! Saout leueoù, saout laezh ! A ! pa soñjan, ni, du-mañ en Enez Sizun, n’eus nemet div vuoc’h ganeomp : unan d’an Aotroù Person, hag eben d’an Aotroù Maer. Gwir eo ivez, du-mañ n’eo nag hir na druz ar peuriñ ganeomp.

Hag eñ pelloc’h da gaout ar c’holeoù bras hag an ejened lart-toaz

– Aotroù Doue, eme hor C’haper, biskoazh em buhez ne welis loened par d’ar re-se ! End-eeun, tud a rank bezañ o vevañ war an douar-bras koulskoude, peogwir an holl loened-se a zo da vezañ gwerzhet, lazhet ha debret betek an hini diwezhañ. O ! Ya, nag a bet a zo brasoc’h eget an Enez Sizun ! Ouzhpenn kant gwech marteze !

Hag ar C’haper o vont ac’hano da ober ur bale betek marc’had ar c’hezeg. Souezhet-marv, sabatuet naet, sebezet-holl, mantret-krenn, e chomas eno ur pennadig, digor-bras e c’henoù ha difronket e zaoulagad. Ne chomas ket re bell koulskoude, rak ne grede na troiñ na distroiñ e tu ebet, na fiñval na flach an disterañ ; a-boan m’o doa e zivesker nerzh a-walc’h da zerc’hel anezhañ en e sav.

Ma n’en defe ket gwelet kement a dud ha ma oa eno war-dro al loened kaer-se, me ’gred a-walc’h, neuze e vije pignet an derzhienn grenerezh war chouk Gwenole hag e vije tec’het hemañ kuit ac’hano gant ur c’horfad spont ! Met nann ! Kaer o doa ar roñsed gwinkal ha dispac’hañ, kaer o doa ar mammoù-kezeg gervel d’o c’haout ebeulien hag ebeulezed ken na dregerne al leurgêr gant o mouezhioù, an dud ne spontent ket evit se, hag ar varc’hadourien ne gollent ket nebeutoc’h o amzer o varc’hata hag o c’hlabousat. N’eus forzh, petra bennak ma wele ar re all o vont hag o tont dizaon dre eno, Gwenole Mellfaout ne oa ket dinec’h, na dispont kennebeut ?

Peadra, emezañ, am eus gwelet ar c’hezeg evel-se. Ma tegasfe unan bennak eus ar re-se, nag a dud a vefe breset, gloazet, lazhet marteze ; rak na buan e tegouezh droug !... Deomp ac’hann, tost da ziv eur heol eo, a gredan... Koulskoude me ’garfe bezañ gellet prenañ ur marc’h bihan da gas ganin d’an Enez Sizun !...

– Sell ! Aze bara o werzhañ. Naon du a zo deut din o chakañ goullo abaoe ar mintin-mañ !

Hag e prenas un tamm bara lakez hag un daou wennegadig silzig kamm da zebriñ gantañ...

En ur vont penn-da-benn gant ar ruioù, e tegouezhas dirak an iliz-veur.

– Feiz da’m Doue ! eme ar C’haper, setu aze ur chapel gaer en enor da Sant Korantin ; met perak an tanfoeltr ez eus pignet aze daou dour war an doenn ? Gwelloc’h e vije kas unan eus ar re-se d’an Enez Sizun du-mañ, nemet an dra-se ne blijfe ket a-dreist da Sant Kaourintin. N’eus forzh, mont a ran atav e-barzh da lavaret va fater.

Echu e bedenn gantañ, Gwenole a deuas war blasenn an iliz da sellet ouzh ar stalioù-mezher, ouzh marc’hadourien priajoù Lok-Maria. E oa war-bouez ober e soñj da glask penn an hent da vont d’ar gêr, pa welas un den o werzhañ sitrouilhez. Ar C’haper n’en doa morse gwelet traoù e-giz-se.

– Petra ’werzhit aze ? emezañ d’ar marc’hadour.

Hemañ a gredas e a oc’h ober ar sod anezhañ, hag a respontas ken buan hag hep c’hoarzhin :

– Gwelet a rit hoc’h-unan, va den ; n’eus ket kalz a varc’hadourezh mui ganin, rak mat eo bet ar foar war ar vioù kezeg.

– Petra ? Salver benniget ! eme ar C’haper ; vioù kezeg eo ar re-se ? Feiz da’m Doue, biskoazh em buhez ne welis vioù pa d’ar vioù-se ! A ! petra ’soñjan-me ? Neuze, mar prenan ur vi kazeg diganeoc’h, e c’hellin kaout ur marc’h bihan diwarnañ ?

– Ya, ur marc’h pe ur gazeg, n’on ket evit lavaret deoc’h pehini ; met unan a zaou, netra suroc’h na sklêroc’h.

Ha Gwenole Mellfaout, leun e benn a huñvreoù, a chomas ur frapadig da soñjal.

– Vioù er mod-se a zo ker, n’int ket ? emezañ.

– Nann, n’int ket sur, a respontas ar marc’hadour ; war-greiz ar foar ez aent betek pemzek, c’hwezek real an tamm. Bremañ ar re vrasañ zo aet er-maez ; koulskoude setu amañ unanig brav. Mat ! klaskit ho pezh skoed, skoit aze hag e vezo deoc’h !

– Ur pezh skoed n’eo ken ? eme Gwenole ; peadra zo ganin neuze c’hoazh. Va yalc’h n’eo ket eus ar reutañ, koulskoude trizek reak, daou wenneg ha tri liard a zo enni.

 

Hag e paeas, hag e skoulmas e vi kazeg en e vouchouer-fri, ha ’ya etrezek Douarnenez da glask e vag da distroiñ d’an Enez Sizun, laouen an tamm anezhañ, me ’gav din, laouen o vezañ bet amziod, fur-sot a-walc’h da brenañ ur skoed ur gozh sitrouilhezenn.

 

Gwenole Mellfaout, dre ma vuzule hent, a soñje ennañ e-unan :

– Va gwreg a zifenn ouzhin dont da foar Hanter-Ebrel, an arsodez zo anezhi. Met pa welo ar vi kazeg !... A ! Pa soñjan, me a gaso d’an Enez Sizun ar c’hentañ penn-kezeg a vo bet morse enni. Hiviziken me ’vo prizet gant an dud du-mañ, ha piv ’oar ? evidon-me ne lavaran ket nann, marteze a-benn an taol kentañ, e vezin anvet da veur a lec’h « Tonton François » hag a zo deut da vezañ bouzar un tammig mat zoken... Evit gwir, me n’on ket un diod, un azen, e-giz m’o deus c’hoant hiniennoù da grediñ, da lavaret zoken, ha va gwreg da gentañ.

 

Ha Gwenole a yae gant e hent, sonn ha sart : ne oa ket mestr d’e blijadur, d’e levenez dre ma soñje e vije hepdale re-bell, maer en e barrez. Ha penaos ’ta ne vije ket maer ? Gwir eo ne ouie na skrivañ na lenn nemet war un tamm bara hag ur grampouezenn ; met a-hent-all, daoust ha n’eo ket eñ en dije an enor da gas d’an Enez Sizun ar c’hentañ penn-kezeg a vije bet eno a-viskoazh ? Hag e dammig kalon a dride, a biltrote dindan e chupenn, pa soñje e oa ar marc’h bihan aze e-barzh ar vi kazeg, skoulmet mat en e vouchouer-fri, a-istribilh ouzh e zorn.

Koulskoude, evel

         Gant amzer ha dre bilpazañ
         E reer an hent ar pellañ.

Ha setu hor C’haper da droiñ un tammig er-maez an hent evit... dizourañ, respet deoc’h, ouzh ur vodenn lann, e-harz ur bern mein. N’ouzon dare penaos, met e vouchouer hag en doa koachet dindan e vrec’h a risklas ; hag, a-barzh ma c’hellas Gwenole Mellfaout diarbenn an taol, e kouezhas d’an douar a-stok.

– Salver Doue, eme ar C’haper, emaon rivinet ! Sur a-walc’h ar vi a zo rannet ha ne deuio ken da vat !

Hag e stouas da dapañ e vi kazeg. Siwazh, siwazh !... Ar sitrouilhezenn he doa stoket ouzh ur beg maen hag a oa digoret dre an hanter... An dour a redas bilh-bilh eus daoulagad Gwenole, kement e klemmas.

Hogen, ur c’had hag a oa hanter-gousket en he gwele, e-kreiz ar vodenn lann, a zihunas a-grenn o klevet trouz ha klemmoù, hag hi ken buan d’en em zifretañ kuit ac’hano, gwellañ ha buanañ m’her gouie ober ! Ar C’haper, ha n’en doa ken soñj nemet en e vi kazeg (hag en enorioù siwazh ! kollet) her gwelas o tilammet kuit. Hag eñ war he lerc’h ivez ; met re lovr e oa e zivesker e-skoazh re al loen besk divskouarn hir...

Hag e glemmoù a yae en-dro pounneroc’h ha war washaat.

– Setu aze, emezañ, en ur zifronkañ etre daou bennad leñvañ, setu aze ar pezh am eus kollet ! Na lijer e oa va ebeul bihan, hag eñ c’hoazh o paouez dont er-maez eus ar vi ! Pebezh louan en dije graet hennezh ! A, Salver benniget !... Daoust d’ar pezh a c’hellfe va gwreg randonañ din, evit ar bloaz a zeu e tistroin adarre da Foar Hanter-Ebrel da Gemper-Korantin ; ha, kousto pe gousto, ur vi kazeg a brenin c’hoazh, kentoc’h daou eget unan zoken ; rak sklêr eo da’m daoulagad, mar gellan kaout ur marc’h en Enez Sizun, hep mar ebet me ’vo lakaet da ver e-lec’h « Tonton François ».

Ha war gement-se, Gwenole Mellfaout, trist e benn, mezhek ha kouezhet e glipenn, a gemeras e hent etrezek Douarnenez.

Antronoz, pa zegouezhas er gêr, en Enez Sizun, pa gontas e droioù da Vari-Gaid, ar fur-sod a glevas pedennoù ha sermonioù digant e « Hini Gozh ». Rak houmañ, ret eo krediñ, n’he doa ket fiziañs er vioù kezeg !...

A ! paourkaezh Gwenole Mellfaout !! Kaper droch, droch ken a rae flav !!!