Droug-kinnig Nomenoiou (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

An ozhac’h-meur o vont en hent,
Gantañ war e lerc’h e gerent ;

An ozhac’h-meur o vont e-biou,
E-biou ker-veur Nemenoioù.

– Livirit-hu din penn-treuzier
Hag eñ ’mañ an aotroù er gêr.

– Pe ’mañ eñ, pe eñ n’emañ ket,
Doue r’hen dalc’ho e yec’hed !

’Oa ket peurlavaret e c’her,
P’oa degou’et an aotroù er gêr ;

Degou’et er gêr eus a hersal,
E chas bras a-raok o vragal ;

En e zorn e wareg gantañ*,    [K ganta] 
Hag ur pemoc’h gouez war e skoaz.

Ha fresk-bev ar gwad o redek
War e zorn gwenn, dimeus e veg.

– ’Mat deoc’h ! ’mat deoc’h ! meneziz da ;
Ha deoc’h, ozhac’h-meur, da gentañ.

Petra zo c’hoarv’et a-nevez ?
Petra ganeoc’h diganin-me ?

– Deut ’omp da c’hoût hag eñ ’z eus reizh ;
Doue en neñv ha tiern e Breizh.

– Doue ’z eus en neñv, a gredan,
Ha tiern e Breizh, ma her gellan.

– An neb a venn, hennezh a c’hall ;
An neb a c’hall a gas ar Gall,

A gas ar Gall, a harp e vro,
Hag eviti ’taer ha ’taero !

Kenkoulz evit bev ha marv,
Evidon ha va mab Karo,

Va mabig Karo dibennet
Gant ar Gall eskumunuget ;

Dibennet, flour, penn melen-mel,
Da beurgompezañ ar skudell !

Hag eñ da ouelañ, ken a y-eas
E zaeroù betek e varv glas,

Ken a lugerne evel glizh
War vleuñv lili, pa strink an deiz.

An aotroù, pa ’n deus her gwelet,
Toui ruz-spontus en deus graet.

– Me hen toue ’penn ar gouez-mañ,
Hag ar saezh a flemmas ane’añ,

Kent ma gwalc’hin gwad va dorn dehoù*,    [K deo] 
Am bo gwalc’het gouli ar vro !