Son ar spern-gwenn

- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Ken brav tra ’vel am eus kavet
Ab’oe an deiz m’on bet ganet,
Ken brav tra ’vel am eus karet,
Eo, da viz mae, deus ar beure,
Gwelout, ken koant hag un huñvre,
Glizhennig mae war he gorre,
Ur vleuniennig ken glan, ken gwenn,
Ken dudius ha ken laouen,
Ur vleuniennig war ar spern-gwenn.
Gwisket ganti ur gorfennig
Seurt ’n deve ket plac’h pinvidik,
Digor ganti he c’halonig.
’N un daol en avel ur c’hwezh-vat
A bik kalon an tremeniad,
’N un daol en aer he « devezh mat » ;
’N ul lavaret d’ar reuzeudig,
D’ar c’hlasker-boued, d’ar c’hlañvidig,
’N ul lavaret : « C’hoarzh ’ta, kaezhig !
C’hoarzh ouzh kuñvelezh ar vuhez ;
Aet eo kuit ar goañv didruez ;
C’hoarzh ouzh madoberoù Doue !
Va c’hwezh-vat a zoug madelezh,
Ha va yaouankiz levenez,
Ha va sae wenn pinvidigezh. »
O ! ma chomfe bepred en aer
C’hwezh-vat he bleunigoù tener,
Ma peurbadfe nevez-amzer !
Met ar bleuñv ’nij gant an avel,
Ar c’hwezh-vat ’ehan da sevel ;
Bleuñv ar spern-gwenn a rank mervel.
O wel’t bleuñv ken buan hejet,
O wel’t c’hwezh-vat ken pell nijet,
Am eus bet alies soñjet
Er merc’hedigoù yaouank-flamm
’Ve dilamet digant o mamm,
Merc’hedigoù koant ha divlam.
Ne chom war o lerc’h netra ’bet
Nemet an eñvor, kuñv-meurbet,
Deus ur c’hwezhig-vat a oa bet !