Son ar chistr

- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Degasit din, m’ho ped, mignoned,
Va zelenn gozh evit mervel ;
Marteze, ’raok ma ’mo peursonet,
E teuy an Ankoù da’m gervel ;
Degasit atav
Va zelennig vrav
’Meus ganti keit all c’hoariet jabadao,
Ma veulin c’hoazh, mignoned,
Chistr ar gwir Vrezhoned.
An devezh ma’z oan bet dizonet,
E oa blaz fall war va genoù ;
Met ur banne chistr a oa tennet
Ha lakaet din em c’hrabanoù ;
Ar werenn kerkent
’Vountis ’tre va dent,
Ar chistr a redas e-unan gant e hent ;
Biskoazh ab’oe, mignoned,
N’am eus fallgalonet.
E-pad va holl buhez dremenet
Netra ’neus kanet va zelenn
Nemet Doue, Breizh hag ar Gened,
Ar bleuñv aour hag ar chistr melen ;
Ha biskoazh n’am eus
Labezet va c’hleuz
Gant traoù da gas tud korf hag ene d’an treuz
’Vel hini kreñv alaouret
Pe gozh gwin Gallaoued.
Dre ’r seurt evajoù ne brienter
Nemet glac’har ha fallentez,
’Lec’h ar chistr a brezeg ar c’huñvder,
Al levenez, ar garantez ;
Rak gantañ ’ve graet
Ur sav d’ar spered
Betek an oabl glas ’lec’h ma lugern stered ;
Diwar chistr e ve kanet
E yezh ar Vrezhoned.
Ar chistr en deus ur galon dener
Da gemer perzh e stad an den ;
C’hoarzhin a ray pa vefet seder,
Ho frealziñ mar ’pe anken ;
Nag a soñj c’hwerv
’Neus kaset en-dro,
Nag a lamm roet d’ar blanedenn garv,
Nag a daeroù ’neus sec’het
En un terriñ sec’hed !
Ar chistr, evel an heol benniget,
A lak pep tra al liv gantañ ;
Dre e c’halloud e ve kinniget
D’ar paour an huñvreoù koantañ :
Reiñ ’ra da Yann gaezh
Eürusted hag aezh,
Levenez, dudi, nerzh ha pinvidigezh,
Pa verv end-eeun e volenn
Splannoc’h ’vit aour melen.
O ! ma n’evfe ken ar Vrezhoned
Netra nemet dour avaloù
’Vefent barrek un deiz da zonet
Da drec’hiñ war an holl bobloù ;
Dalc’hit ’ta, paotred,
Da sachañ bepred,
’Forzh pe badeziant, pe dime’iñ pe eured,
’N un drinkañ ’tre mignoned,
War chistr ar Vrezhoned.
Va mouezh a glevan o c’hwitellat,
Tostaat a ra din an termen ;
Kerc’hit-hu din c’hoazh ur skudellad
Chistr alaouret a-raok tremen ;
Dispont d’ar marv,
Trinkomp tro-war-dro
Ken’vo d’ac’h, va zud, va zelenn ha va bro,
Ha kement tra ’meus kanet
Ab’oe m’em’on ganet !
Setu va fenn karget a dommder
Ha va c’halon leun a esper ;
Bremañ me ’z-ay dinec’h ha seder
Da glask digor digant Sant Per ;
Hag eñ ’lavaro
Kerkent ma welo
Liv ar chistr melen e korn va muzelloù :
« Digoromp frank adarre
D’ur Breizhad a zoare ! »