Evit eured ur mignon

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    war un ton nevez

Un devezh kaer zo ’n em gavet
          Savet ;
Un devezh kaer zo ’n em gavet,
An devezh a wel unanet
Ta ri da la la la la la,
An devezh a wel unanet
An Delenn aour hag ar Gened.

Klevet eo bet en o bezioù
          Mouezhioù
Klevet eo bet en o bezioù
Mouezhioù ar Varzhed kozh gwechall,
Ta ri da la la la la la,
Mouezhioù ar Varzhed kozh gwechall
Gant al levenez o youc’hal.

Dre ma welont e ve miret
          Bepred,
Dre ma welont e ve miret
Kement tra o deus bet karet,
Ta ri da la la la la la,
Kement tra o deus bet karet
Ha na vo biken diskaret :

Feiz an tadoù, karantez Breizh
          A-leizh,
Feiz an tadoù, karantez Breizh,
Ar c’hizioù kozh ken kalonek,
Ta ri da la la la la la,
Ar c’hizioù kozh ken kalonek,
Hag ar yezh santel Brezhoneg !

Klevet zo bet ’n o gwele don
          O son ;
Klevet zo bet ’n o gwele don
Telennoù pell zo beziet,
Ta ri da la la la la la,
Telennoù pell zo beziet
O kanañ gae d’an daou bried.

Tud deredet eus a bell bro
          Tro-zro,
Tud deredet eus a bell bro,
A gan a deun o c’halonoù,
Ta ri da la la la la la,
A gan a deun o c’halonoù
A-unan gant an delennoù ;

’N ur c’houlenn digant hon Roue
          Doue,
’N ur c’houlenn digant hon Roue
Ma vevfont laouen hag eürus,
Ta ri da la la la la la,
Ma vevfont laouen hag eürus
En o c’harantez peurbadus ;

M’o devo kerkoulz bugale
          ’Velte ;
M’o devo kerkoulz bugale,
Ma tiskennfont stêr ar vuhez,
Ta ri da la la la la la,
Ma tiskennfont stêr ar vuhez,
Dorn an eil e dorn egile ;

Ha, pa zegouezhfont er gwir vro,
          Marv ;
Ha, pa zegouezhfont er gwir vro,
Ma vo c’hoazh evite sonet,
Ta ri da la la la la la,
Ma vo c’hoazh evite sonet
E baradoz ar Vretoned !