Amzer an eost
war don ar Bennhêrez a Geroulaz
Pennoù ed bremañ a weler
O velenañ er parkeier
Mar taolit evezh, e welfet
Lod an’e sonn, ha lod stouet.
Pa ve savet sonn ar pennoù,
Setu ur merk ez int goullo ;
Ha pa’z int stouet er c’hontrol,
Sur mat, a c’hreun ’int karget holl.
E-touez an dud eo memes tra :
Bemdez ’ve gwelet tud netra
O fenn gante savet uhel...
Nann eus enne nemet avel !
Ar re avat a gar be’añ
Kuzhet el lec’hioù izelañ
An holl a oar a zo enne
Vertuzioù kaer ’leizh o ene.
’Vit an deizioù e vo gwelet
An ed, er parkoù melenet,
O kouezhañ renkenn ha renkenn
Skoet gant falz ar vederien.
An dud a zo evel an ed ;
Bemdez dre bevar c’horn er bed
E ve diskaret kalz an’e
Gant falc’h an Ankoù didruez.
Skeiñ ’ra an Ankoù ’vel un dall
Gwech en tu-mañ, gwech en tu all ;
War an den paour hag ar pinv’ik,
War an den kozh hag ar babig.
Evurus neb a boagn dalc’hmat
Ma vo e ene e stad vat :
Pa vo skoet gant ar marv,
En Neñv dor digor e kavo.