Kilhog Sant Per

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Karaka... kaa ! Kakarakaa ! Kakaraka !...

Sant Per a yoa kousket en e lojennig, e-kichen dor ar baradoz, pa glevas ur c’hilhog o kanañ evel-se eus holl nerzh e gorzailhenn. Setu eñ o tihunañ en ul lamm, hag o sevel en e goazez. Hag e klaskas gouzout pevare e c’helle bezañ. « Unan... div... teir ! Ya, teir eur e c’helle bezañ. Peogwir e kan ar c’hilhog ken abred, me ’laka e vezo kaer an amzer hiziv, deiz gouel bras an Holl Sent... Gwellañ ’z eo, avat ! Rak n’eo ket ebat kaout amzer fall... zoken er baradoz. Hum ! koulz eo din sevel ! Ne dalv ken din chom em gwele, rak ne gouskin ket mui. Ar re gozh eveldon ne reont nemet ur c’housk, koll a rafen va amzer oc’h astenn a-nevez, ha neuze, ar c’hilhog, va mignon kozh, a c’hellfe ober goap eus douger alc’hwezioù ar baradoz... Evel-se ’ta, houp !... Er-maez ! »

Hag e tilammas eus e wele a briñs evit mont da danañ ar c’houlaouenn a yoa en ur c’hantolor aour ; goude e wiskas e zilhad, war e bouezig, evel ma rae pep tra.

O vezañ m’edo gouel an Holl Sent, gouel brasañ ar baradoz goude gouel an Dreinded, Sant Per a glaskas e zilhad kaerañ da wiskañ. Ha bez en doa dilhad kaer, me ’lavar deoc’h.

Na brav e oa da welet gwisket gant e sae liv aour na veze lakaet nemet d’ar gouelioù brasañ ! gant e votouigoù voulouz ruz, boukloù arc’hant warnezho ! gant e c’houriz seiz gwenn, outi bouchonoù aour a-ispilh betek e zaoulin ; war e benn ez oa ur galabousenn round, e seiz du, hag a c’holoe dereat e benn moal. En ur ger, pep tra en e wiskamant a yoa evit ar gwellañ.

Pesketaerien Douarnenez o-unan a vije bet lorc’h enno o welet o sant paeron gwisket ken gran. N’o divije ken hen anavezet zoken, ken disheñvel e oa diouzh ar persketaer a daole gwechall e rouedoù war lenn Jenezared, gant e dad Jonaz hag e vreur henañ Andreaz.

Abaoe, gwir eo, en doa gounezet tizhout betek ar renk uhelañ, o pesketa tud war ur mor un tamm mat falloc’h eget hini e vro. Deuet e oa zoken da vezañ ur mestr gouiziek er vicher ziaes-se, peogwir e oa bet lakaet da sturier. Hogen, an amzer-se a yoa tremenet pell a yoa.

E-pad m’en em wiske, Sant Per a rae ar pezh a anver ar bedenn a galon, evel ma ra bep mintin an holl dud devot : « N’eus forzh, a lavare, ma ne vije ket deuet ar c’hilhog da’m dihunañ p’edon oc’h en em rouestlañ e spern va nac’hedigezhioù euzhus, marteze ne vije ket deuet a geuz din, ha neuze, e pelec’h e vijen-me bremañ ? N’eo ket er baradoz, a dra sur, o nann ! e-kichen Judaz, en ifern, an dra-se avat na lâran ket. Mil bennozh deoc’h, Doue madelezhus, da vezañ lakaet ar c’hilhog da ganañ ! »

Hag e krene e galon baour gant an derzhienn.

An neb a zo oc’h ober pedenn a galon a c’hell bezañ leun a youl vat da chom gant Doue ; hogen, kaer en deus, ar spered a zo ken dibarfet, ha n’eus forzh pegen santel eo an den, ne viro ket outañ da c’hournijal amañ hag ahont, zoken e-pad ar bedenn. Soñjezonoù a bep seurt a deu, evel kelien fall, da laerezh diganeomp ar mel a davomp o pleustriñ ar giwrionezioù kristen.

Hag ar gward galloudus a lavare evel-henn outañ e-unan : « Daoust hag e pelec’h en deus kanet ar c’hilhog-se a zobet bremaik o tihunañ ac’hanon ?... N’eo ket er baradoz ; amañ, ganeomp-ni, n’ez eus ket a loened ; n’emañ ket ar c’hiz, ha n’eo ket mat e vije, rak, al loened, tro pe dro, a laka droug er re o deus da ober outo, hag a-wechoù zoken e teu ganto komzoù ha ne vezont ket implijet en Iliz !... Daoust hag eñ e vije er-maez, mitu !... Ya, er maez eo e rank bezañ... Gwelomp. »

Ha neuze, krak ! e tigor an draf a yoa en nor, hag e laka e benn er-maez evit sellet a bep tu.

– Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!!

O welet dremm skedus ha laouen an aotroù Sant Per, ar c’hilhog en doa kredet gwelet an heol ; en-dro d’ar baradoz an noz a yoa teñval-sac’h.

– Ne roy ket peoc’h, te ? glabouser zo ac’hanout ! a lavaras Sant Per d’ar c’hilhog, kustum ma’z oa da vezañ gantañ evel ur mignon kozh. Peder eur eo, a leverez ? Ha koulskoude, daoust din da vezañ kozh, n’em eus ket lakaet un eur evelato da cheñch roched ha da wiskañ va dilhad sul !... Sell ’ta ! unan bennak a zo ganez, mestouet ?

– Ya da, Perig ar Porzhier. Me eo am eus degaset ar c’hilhog-mañ da zihunañ ac’hanoc’h ha da ober evel-se plijadur deoc’h, rak hiziv, mar ne fazian, emañ ho kouel bras.

An diaoul, ar pezh fall, eo a gomze evel-se gant e deod melet.

Ar c’hilhog paour a yoa prizoniet etre divrec’h Paol gornek, gag e starde warnañ muiañ ma c’helle, evit ober dezhañ kanañ.

– A ! te eo a zo adarre, loen lous ! Petra ’glaskez dre amañ ? lavar ’ta din, pintig noz !

– O avat, n’on ket deuet a-ratoz-kaer. Edon oc’h ober ur bale dre aze. Peogwir evelato e c’houlennit va ali diganin, me ’lavaro va mennozh, deoc’h-hu dreist-holl, rak muioc’h a fiziañs am eus ennoc’h eget en holl sent all ; ya, Perig koant, ar wirionez a lavaran.

– Kae atav, teod flour !

– Ya, ha krediñ a ran zoken e teufemp d’en em glevet, hag e rafemp bravik hor c’heusteurenn hon daou !

– En em glevet da ober petra ?

– Dal ! ankounac’haet hoc’h eus adarre ar pezh ho poa lavaret en deiz all ?

– Mar kav dit emaon-me o vont da skrivañ da froudennoù evit n’o ankounac’hain ket, te a fazi, va faotr, hag a fazi kalz zoken. A-walc’h a gaieroù am eus-me aze evit miret anvioù ar re a ya hag a deu dre ar baradoz ! Asa, peadra da goll va sammig penn. Hast buan ’ta lavaret din petra zo a-nevez ganez ; setu ur pennad brav a zo ’on amañ daoubleget. Dont a ray din ar boan gein...

– Gwir eo neuze ’ta n’ouzoc’h ket ? C’hoant am boa da vont aze ivez ur pennad da welet : lakaat beg va fri, ha netra ken, evit teurel ur sell war ar baradoz kaer n’em eus ket gwelet abaoe an devezh ma oen stlapet er-maez. Lavaret a reer ez eo bet kaeraet, ez eo sklêrijennet bremañ, nann mui gant an tan-red, met gant an acétylène. La ! un aotre vihan ! Pemp minut hepken ! Evit ur wech ! ur wech, ha peoc’h goude ! Ha c’hwi neuze a vezo ar c’haerañ eus ar c’haerañ sent, hag ar gwellañ anezho holl !... Ha me a yelo d’hen embannañ e pep lec’h goude.

– Nann, mil gwech nann !... Perak ’ta, genaoueg, n’out ket chomet ennañ pa edos ?

– Se, Perig ar Porzhier, n’eo ket un abeg eo ; hag arabat eo deoc’h mont en egar evel-se, den santel ! Me n’em eus c’hoant ebet da ober deoc’h teariñ*.    [?]

– C’hoant ec’h eus da c’houzout perak na’z lezan ket da lakaat da dreid er baradoz ? Her gouzout mat a rez da-unan ; flaer zo ganez war hed ul lev tro-war-dro ! Ya, c’hwezh ar rostet a zpo oc’h da heul ; ha ma vijes – Doue ra viro ! – lezet da vont er baradoz, ha pa ne ve ken nemet ur pennadig, e vije ret e-pad ur miz, goude-se, skubañ, gwalc’hiñ ha sec’hañ bemdez kement tra gaer a zo aze, evit kas kuit ar c’hwezh kasaüs a glever ganez, loen lous ! Hag an dra-se a rofe re a labour d’an aelez... Kae, kae pell diouzhin !...

– O na c’hwi a zo un den eürus a-zoare !... Ur sant savet uhel eveldoc’h a dlefe evelato bezañ muioc’h habask ha sederoc’h ouzh an dud a renk izel ; ya, me ’grede an dra-se betek-henn.

– A ! ya, moarvat sur emaon o vont da lezel ac’hanout da zont ! Ha ma vijen sot a-walc’h d’hen ober, me ’laka e rafes din un dreuflezenn bennak, atav ez peus re nevez ez sac’h, louarn kozh ma’z out !

– Me, tennañ deoc’h un dreuflezenn ? O, sant benniget ! n’am anevezit ket mat, war a welan ! Ha penaos e rafen goude m’am bije c’hoant da ober ? Livirit din ’ta penaos ?

– Oc’h ober evel ar Breizhad-se, a c’houlenne eveldout ober ur sell er baradoz ; roet e oe dezhañ diouzh e c’houlenn, ha neuze, n’ouzout ket petra ’reas ? Ur sac’h a yoa gantañ. Ac’hanta, teurel a reas e sac’h e-barzh. Ha goude e c’houlennas bezañ lezet da vont d’e gerc’hat. Lezet e oe. Azezañ ’reas warnañ ken brav ha tra, re vrav zoken, war va meno rak pa’z is da lavaret dezhañ dont er-maez, e lavaras din ken dichek : « Me a zo amañ em feadra hag a chomo daoust da bep tra. » Hag aze emañ abaoe ivez. Te, Satanas, a rafe din-me un dra bennak evel-se ivez. »

– Me, aotroù Sant Per ? o ne rafen ket. Me a vezo leal betek penn, hag a vezo, mardazero ! Hennezh, Perig, a yoa un Tregeriad, ha, gouzout a rit, Tregeriz a zo brudet evel filouterien begoù flour.

– Emaout oc’h ober goap, loen lostek ! Gortoz ! gortoz ! mont a ran da ober dit paeañ din. Me ’zesko dit petra eo lavaret droug diwar-benn ar Vretoned !

Ha kerkent, krik ! krak ! an nor a zigoras, ha Sant Per a astennas e c’har evit reiñ un taol troad e r... an diaoul. Met an diaoul en doa klevet ar c’hwezh, hag evit tec’het a-raok an taol e troas prim a-gostez. Kement a lañs a yoa gant troad ar Porzhier, ma’z eas e votezig voulouz ruz eus e droad da gouezhañ e-kichenik an diaoul. Paolig na oe ket pell evit he dastum hag he lakaat dindan e gazel gleiz. Stardañ ’rae warni zoken gant aon d’he c’holl. Dindan ar gazel all e starde e gilhog, ar paourkaezh kilhog, a gane gwashoc’h-gwazh, peadra da regiñ e gorzailhenn :

– Kakaraka ! Kakarakaa !! Kakarakaaa !!!

Ha Sant Per dipitet a-walc’h, me ’lavar deoc’h, a chaoke etre e zent « Pebezh laer ! Kas gantañ va botezig voulouz ! Kas gantañ va c’hilhogig ! N’eus ket da lavaret, ar c’hilhog-se a zo bet laeret gantañ ivez en un tu bennak. E pelec’h ? An dra-se avat n’ouzon ket ! Ret e vezo din bezañ war evezh ur wech all. »

Hag o vezañ n’en doa nemet ur votez, Sant Per a gasas un ael da reiñ urzh da Sant Krepin da ober d’ar Porzhier ur votez voulouz ruz, gant ur boukl arc’hant war c’horre, hervez ar muzulioù en doa kemeret war e dreid pell-bras a yoa.

Da c’hedal avat ma vije graet e votez, ar sant kaezh a rankas kuzhat e droad noazh dindan e sae hir livet en aour...