ar Brezhoneg
priz kentañ e Kenskrivadeg Gwengamp 1900,
da’m skolaerien
O brezhoneg va yezh, o yezh meurbet-karet,
Aet ken don em c’halon, ha ken start em spered,
E pelec’h e kavin komzoù a-walc’h c’hwek
Evit ho meuliñ, brezhoneg !
Ur yezh a zo labour tenn ha padus ur ouenn,
Holl o deus kalz poaniet d’he ober da viken ;
Bez ez eo a ur bobl ur gwir grouidigezh
Graet ouzh he heñvelidigezh.
Bez ez eo al levr bev e p’hini ’deus lakaet
Istor he soñj skrivet ha d’he lignez fiziet,
Ur stêr vras burzhudus hag a-dreuz an oadoù
Evit mont betek hon tadoù.
Ur yezh eo lec’h santel e p’hini ’n em gaver,
Ma pokomp, teneraet, gant ene hor zud ker,
A zo marv brudet, bremañ eus pell amzer,
Hag a vev dre ho yezh ken kaer !
Pebezh dudi soñjal : « Va zadoù kozh gwechall,
Amañ, war douar Breizh, disparti diouzh Bro-C’hall,
A gomze ’r brezhoneg evel m’her gran hiriv,
A gare, e veule atav ! »
Den ebet en hor Breizh na dle, hep bezañ mezhus,
Dianaout eo hor yezh ul lodenn talvoudus ;
Ha siwazh ! pa varvo pep Breizhad a gollo
Kaerañ pinvidigezh e vro.
Gouzout a reer dre-holl brezhoneg hag ar feiz
A bep amzer a zo breur a c’hoar en hor Breizh !
Ken gwir eo kement-mañ ma na weler un den
A garfe unan hep eben.
Ur brezel kriz-meurbet a reer d’ar brezhoneg,
Disprizet, gwall-gaset eo gant tud diaoulek ;
O vezañ n’hellont ken diwriziennañ ar feiz,
A glask lazhañ yezh kozh hor Breizh.
Tud diskiant ma’z int, lâret ’deus etrezo :
« Taolomp an dismegañs, taolomp gwel ar marv
War ar brezhoneg-se a garont ’vel o feiz,
Eus an holl galon zo ’n o c’hreiz.
Pa vimp en em gavet da ober dilezel
Yezh kozh ar Vretoned, neuze gant an avel,
Ni ’welo o feiz kreñv ’vont kuit a-nebeudoù,
Evel kizioù mat o zadoù !... »
Setu aze, Breizhiz, o soñj, o c’hoantegezh ;
Ha fellout ’rafe deoc’h, dre ho leziregezh,
Reiñ skoazell d’an dud fall, treiñ kein d’ho Prezoneg,
War zigarez deskiñ ’r galleg ?
En ho sav, Bretoned, Breizhiz pennoù kalet !
Lâromp a-bouez hor penn : "Ar brezhoneg bevet !
Ni e gomzo bepred betek eur hor marv...
Bevet ar brezhoneg atav !...
O ya, dalc’homp d’hor yezh, evel d’hor mell penn-bazh !
Ra zeuy ar vistri-skol, dreist pep tra war ar maez,
Da zeskiñ d’ar baotred, d’ar merc’hed, ar galleg,
Met bepred dre ar brezhoneg.
Alo, bugale Breizh, hag a zo desket mat,
Er c’hêrioù, en dachenn, er foar hag er marc’had,
Na ruziit ket a vezh o komz ar brezhoneg,
Diskouezit ez oc’h kalonek !
Dalc’hit soñj mat atav ez eo ar brezhoneg
Ur yezh evel un all, un teñzor talvoudek,
Deuet a-dreuz kantvedoù, roet deomp gant hon tadoù,
’Vel ar c’haerañ eus ho madoù !