Nouel nevez
d’an A. Lajat, mab an Argoad
war don poblus : Christe Redemptor
Ra vo meulet e pep mare
Hag eus ur c’hantved d’egile,
An nozvezh meurbet benniget
E p’hini Jezuz zo ganet.
Mari ha Jozef, e Bethleem,
O deus klasket, hep en em glemm,
Ul lojeiz evit an noz
Er gêrig-se eus o zud kozh.
Disprizet gant kerent memes,
En abeg eus o faourentez,
An daou bried santel hep dor
A rank goulskoude kaout goudor.
O veuliñ bolontez Doue
Ez eont er-maez a gêr neuze,
’Vit monet en ur c’hraou dister,
Digor a bep tu d’an amzer.
O tra souezhus bras-meurbet !
An Hini a grouas ar bed
Ne gav ket zoken degemer
Gant tud hag a breno ken ker !
E-kreiz an noz steredennet
Ar c’hraou a zo sklêrijennet ;
Mari, bepred Mamm ha Gwerc’hez,
Da Jezuz-Krist a ro buhez.
War un dornad plouz astennet,
Gant dilhad e Vamm mailhuret,
Jezuz d’e gerent ’vousc’hoarzhe
’Giz heol ar beure er menez.
Mabig Jezuz, an drugarez,
Na c’hwi zo din a garantez !
En em c’hraet den evit an den,
Piv n’ho karo hiviziken ?
Gortozet ’pad pevar mil bloaz,
Donedigezh ar Mesias
Na c’helle chom un dra guzhet,
Setu penaos ’voe diskuilhet...
An neñv souden zo digoret
Hag an aelez a zo nijet,
O kanañ dre o c’hantikoù :
« Gloar da Zoue ’bar an neñvoù ! »
D’ar bastored, gant o deñved,
Ez int neuze ’n em ziskouezet,
E-kreiz ur tarzhad sklêrijenn
Hag a ro dezho kridienn.
« N’ho pezet aon, eme un ael,
’Lec’h hoc’h eus hiriv da dridal ;
E kêr David ez eo ganet
Jezuz ar Mesias gedet.
Ha setu e peseurt doare
E kavot ar Mabig Doue :
En ur c’hraouig paour, gourvezet,
E welot laouen astennet... »
D’an ampoent e klevjont eurvad :
« Peoc’h d’an dud a volontez vat ! »
Pegement ez eo dudius
Ar gomz-mañ war gavell Jezuz !
Sammet ganto bep a oanig,
Ar bastored a gerzh prestik
D’o c’hinnig d’ar Mabig Jezuz,
A gavont er c’hraou burzhudus.
’Harz treid ar bugel degouezhet,
Kerkent d’an daoulin ’int kouezhet,
Ouzh hen anaout ’vit o Doue,
O Mestr, o Salver, o Roue.
Mabig Jezuz, bugelig koant
N’hellan ket deoc’h-hu reiñ arc’hant ;
Hogen, kemerit va c’halon
Renit da virviken warnon !