IV Pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

NERZHVEUR, MINTER

NERZHVEUR
Plijadur hag enor a ra din-me gwelet
Minter, mab Ollac’h-Ruz, ’toull va dor degouezhet.

MINTER
Mard on e ti Nerzhveur ’n em gavet evel-henn,
Eo dre ’m on degaset gant va merc’h Hollvelen.

NERZHVEUR
Neb a zo deut da’m c’haout ’vit ur plac’hig ken koant
En devo diganin da evañ deus e c’hoant.
Aze du-hont dirak an tan, ’vel ma tere.

En un digeriñ an nor a-zehoù

Penndrask, degas un daol, kerniel ha chufere.

Penndrask hag ur plac’h all a zegas daou bennad plankenn gant daou varc’h-koad d’ober taol, hag ur pezh picherad chufere ; diskregiñ ’reont daou gorn gourejen diouzh o sac’hoù, hag o lakaat dirak ar wazed. Penndrask a ziskenn da evañ, hag ez eont kuit o div.

Sachomp war ar re-mañ, hag evomp da yec’hed
Hollvelen, ar goantenn ’emañ ganti trec’het
Kement plac’h genedus a ziwan en Donva !

MINTER
Me ’venn, a-unan-tro gant Hollvelen, evañ
Da yec’hed ar c’haour bras Nerzhveur, an hini ’ro
War bep tachenn emgann an trec’h da dud e vro !

Evañ ’reont o daou.

NERZHVEUR
Gwelomp eta bremañ petore neventi
A zo gant Hollvelen.

MINTER
                                     Da briedañ ganti
E karfe kaout ’c’hanout, mar ve graet an ingailh ;
Hag, o vezañ ’zo c’hoazh pemzek pe c’hwezek all
C’hoantek bras da gemer ane’i ’benn Gouel an Hañv,
Eo gwell ganti ’vefe diouzhtu graet ar prenañ
Mar touez, ’vel ma teus roet de’i da c’houzout,
Karout ane’i kement ha ma kar ac’hanout ;
Ha neuze gant ar Gouel ’vo klozet hon marc’had
’N ur vont ar verc’h ganit, hag an traoù gant an tad.

NERZHVEUR
Lâret ’meus, ha ne vo birviken dislâret,
Da verc’h koant Hollvelen eo va muiañ-karet.
Ra gouezho war va fenn holl gurunoù Taran
Ma n’eo ket hi dreist an holl verc’hed a garan !
Hogen, n’ouzon ket c’hoazh pe ’vit ur bloaz hepken
He c’hemerin, pe ’vit ar vuhez penn-da-benn ;
Ha gant se, gra daou briz, unan ’vit pep doare.
’Benn ar Gouel e welin war beseurt troad bale.

MINTER
Me na ran forzh ebet ; rak n’am bo ket a goll
Nag e teufe ’r baotrez goude bloaz ’maez a roll :
Gwazed a vo bepred o redek war he lerc’h,
Ha traoù ’vo roet din adarre ’vit va merc’h.
Sed amañ diganit ar priz a c’houlennan
Da vezañ rentet din em forzh, da Gouel an Hañv,
’Raok kuzh-heol, mar ve graet an eured da viken,
Hag hanter kement all mar ve bloaziek hepken :
Div gazeg leun, pevar marc’h gwenn, pevar marc’h ruz,
Peder ebeulez wenn, ha pevar ebeul du ;
Peder dousenn deñved, dek pemoc’h a c’hwec’h miz,
Dek buoc’h, dek ounner, ha daouzek tarv brizh.
Kement-se ’dalve din dioueret Hollvelen.

NERZHVEUR
Nag e vefe div wech pounneroc’h ar goulenn,
’Vefe ket da dostaat ouzh an dalvoudegezh
A zo ’n ur wreg ken koant prenet da’m ziegezh.
Ar gont-se ’vo rentet, devezh ar Gouel, er gêr,
Hag an hanter ane’i mar greomp eured verr.
Va lavar a vo graet, m’hen tou dit war va le :
Ma ne ve ket, ra vin dalc’het ouzh ar bale,
Ra chomo, ’kreiz ma vin o stourm war an dachenn,
Va dorn dehoù war Glasluc’h difiñv da virviken !
Ha bremañ, p’eo skoulmet etrezomp an ere,
Stardomp ane’añ gant ur bannac’h chufere.

Diskenn a ra d’evañ, hag e savont o c’herniel.

MINTER
D’ur prener ken gwirion petra ’vo eilgeriet
’Met reketiñ dezhañ ha d’e zanvez-pried
An eurvad en o zi, an trec’h e pep krogad,
Merc’hed koant ’vel o mamm, mibien kreñv ’vel o zad ?

NERZHVEUR
Me ’reket dit ivez, Minter, ur chatal gren,
Ur spered didamall, ur galon yac’h da ren
’Touez ar Gelted seder ur gozhni digatar !

Evañ ’reont.

MINTER
Da gaout va merc’h ez an bremañ war da lavar.

Ha kuit dre an nor a-gleiz.