Serr-noz

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwalarn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
n°29, 1931
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Azezet e oa war lez an aven*,    [avon] 
O c’hortoz an hini a gare.
Uhel e oa an heol pa zegouezhas ar glen*.    [?] 
…En-dro dezhañ e noze.

En halegoù e bleuñv ar vilzig a oa tavet ;
War gorre ar c’hegid gwenn an nadoz-aer a vorede,
hag eñ a c’hortoze
ar plac’h na zeue ket.

E bevenn ar c’hornog e taskrene ruzoni,
Skeud ar c’hegid gwenn a varve e-barzh an dour,
Lanv blod ar vorenn a bigne lizidour.
Hag eñ a welas e oa o noziñ.

Sevel a reas goustad,
Kemerout a reas en-dro gwenodenn an dorgenn,
Hag an heol o vervel a skuilhas en aven
Ur veradenn wad.