Balafenn

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Gwalarn
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
n°19, 1929
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          Bemnoz,
kerkent ha ma veze ar gouloù war enaou,
em c’hambr dizarempred e nije ur valafenn,
hag e c’hoarie er sklêrijenn,
bemnoz, bemnoz, evel va huñvreoù.

          E sklêrijenn o krenañ e krene an eskell,
ha bemnoz ha bemnoz,
e tenesae dibreder ouzh ar sklêrijenn c’hell,
ar valafenn noz.

          Hag e tegouezhas e-kerzh un noz
ma begas an tan e seiz an eskell kizidik.
Ouzh kalon ar sklêrijenn e kouezhas ar valafennig,
ken buan hag an huñvreoù noz.

          …Em noz dizarempred
ne gren mui eskell er sklêrijenn ;
ar valafenn gloazet em eus lazhet,
hag ouzh ar speurenn em eus staget,
gant ur broud etre o eskell kloz,
siwazh din, an huñvreoù noz.