Va buoc’h velen

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 21/11/1915
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Ur pennadig ’rankan adstennañ va zelenn
’Vit reiñ ur veuleudi dleet da’m buoc’h velen,
Ar c’haerañ aneval gant he c’herniel uhel,
He blev flour, he zroad skañv ’giz hini ur gaerell.

D’ar beure, ez ae ’r-maez en a-raok d’ar vandenn
A gase, a vleine dre ’n hentoù penn-da-benn.
Ma c’hwezhe avel dreut, sur d’ar park gwasketa
E kerzhe dizehan ha dillo da voueta.

En deizioù brumennet, pe c’hoazh pa gouezhe glô*,    [glav] 
E welen anezhi, trist evel ar marv,
O vont dre harz ar c’hleuz d’ur wrimenn c’holoet,
Evit kavout an tu da vezañ disglavet.

Pet gwech, pa oan paotrig, ’vit sentiñ ouzh va zad,
’Meus he dizarbennet, o krediñ ober mat ?
Raktal, va loen feuket en he sav a chome
’Vel da glemm war e stad... Petra ’soñje neuze ?

Piv ivez ’lâro din perak, da boent an êst*,    [eost] 
E klaske ar ragain ? Eus an dra-se ’on test.
Pell-pell zo, d’ar bed all eo aet va buoc’h velen,
Met he stumm zo manet engravet ’barzh va fenn !