Va anv barzh
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Carhaix, Moulerezh ar Bobl, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Ar Vro, 03/1911
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :
- Kinnig
- Va anv barzh
- Pedenn
- Karantez Vro
- ar Varzhed
- Devezh-hañv
- Breizh divarvel (1)
- Breizh divarvel (2)
- Korventenn
- Pezh a lavare Georges Sand
- Brec’h Helian
- Heñvelidigezh
- Beure lirzhin
- Yezh ar C’helted
- o Mor !
- an Euzhusañ tra
- Va ene
- Buhezusted hon Gouenn
- Stad al labourer douar
- Dihunomp !
- Chalmoù va Bro
- Kentoc’h mervel !
- D’ur c’henvreur
- Anken
- Breizhiz penn-kil-ha-troad
- O Heol !
- D’hon Breizh hepken !
- Reier Ploumanac’h
- 824-851
- Serr-noz
- Adsavidigezh Breizh
- ar Glañvourez yaouank
- da Loeiz Kerzilin
- Krenit !
- Bro Gerne
- Youloù Breizhiz
- da Germarker
- Breizh hag he mibien
- Esper Brizeug
- Me ’gar...
- Lorc’h a zo ennon
- Man da c’hortoz
- Huñvre ha gwirionez
- Menez-Bre
- an Amzer ’c’hall tremen...
- Va c’hoantiz
- Mestr ha mevel
- Banniel Breizh
- an Amzerioù zo arru
- Enez Eusa
Mataliz ! lesanv va gourdadoù karet,
Lesanv o deus holl douget ’pad o buhez
Gant kement a herder ! hag a zoug c’hoazh hirie
E kêrig Lannuon, va zad-kozh enoret !
Setu em eus ivez da’m zro da gemeret
’Vit bout va anv barzh ! Keit ma ’n devo truez
Dimeus va c’horfig paour an Ankoù mut ha gouez,
Ganin, hep ’fallaen, hep gwander, ’vel m’eo ret,
’Vi douget m’hen tou kreñv ! O lesanv lirzhin !
Lesanv dudius ! Rak war sav a vezin,
Bemdez evit difenn kalonek ha dalc’hmat,
Evit difenn ar Gwir ! Evit difenn ar Mad !
Ha spered keltiek* Breizh-Izel va Bro goant [Ar Vro : hep kailhar]
Ken hegaset hirie gant ar Gall diskiant ! [Ar Vro : gwall gaset]
Gwengolo 1908